Bianca Cappello : diforc'h etre ar stummoù

D
esaouenn using AWB
D (typo, replaced: t [ → t [ (8) using AWB)
D (esaouenn using AWB)
Gouarnamant Venezia a reas e seizh gwellañ da adtapout ar plac'h hag ar braverioù, met gwarezet e oa an daou yaouank gant an dug-meur [[Cosimo Iañ de' Medici]]. A-benn ar fin e voent laosket sioul.
 
Fall e troe an traoù gant tud he fried, labourerien baourtroet gant hec'h arc'hant. Ouzhpenn-se e oa krog mab an dug-meur [[Francesco Iañ de' Medici|Francisco]] da ober war-dro Bianca, goude ma oa dimezet da [[Janed Aostria]], pe Janed Habsbourg, nizez d'an Impalaer [[Karl V]], ha da ginnig bravigoù hag arc'hant d'ar Venezianez koant. Evit sioulaat ar gwaz e voe roet labour dezhañ el lez ha lakaet merc'hed all war e dro. Un deiz, e [[1572]], e voe lazhet Pietro e straedoù Firenze.
 
[[Cosimo Iañ de' Medici]] a varvas en [[1574]] ha Francisco a renas war e lerc'h. Staliañ a reas Bianca en ur palez eus ar re gaerañ, tostik d'e hini, diseblant ouzh an dichekadenn a rae d'e bried war un dro: hennezh eo ar [[Palazzo di Bianca Cappello]], savet gant an tisavour [[Bernardo Buontalenti]].
 
==Marv==
Mervel a eurejont o daou d'an 19 a viz Here 1587, ha pell amzer e voe kredet e oa marteze gant ar [[malaria]], goude ma oa diskred e c'halle bezañ goude lonkañ kontamm. Lavaret ez eus bet e oa [[Ferdinando Iañ de' Medici]] (1587-1609), breur d'he fried an dug-meur Francesco ha dug-meur war e lerc'h, an hini a oa kiriek da se: en e di o devoa koaniet ha kasoni a vage ouzh Bianca. <br />
 
E miz Kerzu [[2006]] e oa kaoz e kazetennoù Italia eus dielfennadur [[avu]]où an daou bried ha kavet roud eus [[arsenik]].
 
==C'hoariva==
Gant buhez Bianca Cappello eo bet awenet [[Thomas Middleton]] da skrivañ ''Women Beware Women''.
 
== Lennadurezh==