Jacob Kettler : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎top: typo, replaced: a J → a J using AWB
D esaouenn using AWB
 
Linenn 1:
[[File:Jacob Kettler.gif|thumb| Jacob Kettler]]
 
'''Jacob Kettler''' pe '''Jakob von Kettler''' (1610–1682) a oa Dug [[Kourland]] ha Semigallia (1642–1682). Gantañ e pinvidikaas ar vro hag e krogas zoken da sevel [[trevadenn]]où en Afrika.
 
Ganet e oa Jacob Kettler e [[Kuldīga|Goldingen (Kuldīga)]] e 1610. Mab e oa da Wilhelm Kettler, Dug Kourland, ha d'e bried [[Sophie Prusia (Dugez Kourland)| Sophie von Preußen]] (1582-1610), ur briñsez eus an [[Tiegezh Hohenzollern]], eus [[dugelezh Prusia]]. E baeron e oa [[James Iañ]], roue Bro-Saoz. Ar memes anvioù eo [[James]], e saozneg, ha [[Jacob]], en alamaneg. <br />
Linenn 12:
 
==Brezel==
Prizoniet e voe Jacob Kettler gant [[Imalaeriezh Sveden|Svediz]] e-pad [[Brezel an Hanternoz]], etre 1658 ha 1660. E-keit-se e voe arsailhet trevadennoù an dugelezh, ha distrujet he listri.
 
Goude ar brezel ec'h adsavas Jacob al listri hag ec'h adkemeras Enez [[Tobago]] digant Izelvroiz. Darn a gred e oa en sell da drevadenniñ [[Aostralia]], a oa bet dizoloet gant Izelvroiz, hag a rae brezel dezhañ. A-hervez en devoa bet harp digant ar pab [[Inosant X]], met buan e varvas hennezh, ha ne oa ket troet ar pab nevez da reiñ e skoazell da Jacob.
 
Mervel a reas en [[Jelgava|Mitau (Jelgava)]] d'ar 1añ a viz Genver 1682.