Giovanni Sforza : diforc'h etre ar stummoù

D
→‎E vuhez: esaouenn using AWB
D (→‎E vuhez: typo, replaced: r [ → r [ using AWB)
D (→‎E vuhez: esaouenn using AWB)
 
Mab bastard e oa da Costanzo Iañ, ha [[niz]] da [[Alessandro Sforza]]. Dimezet e oa da [[Maddalena Gonzaga]] ha pa intañvas ec'h addimezas, e 1493, da [[Lucrezia Borgia]], merc'h d'ar pab [[Alesant VI]], met freuzet e voe an eured-se a-benn pevar bloaz, rak o klask un emglev frouezhusoc'h gant un tiegezh all edo tad Lucrezia, ha hennezh, dre ma oa pab, en doa galloud da derriñ eured e verc'h.
 
Galvet e voe [[Ascanio Sforza]] da ober ar jubenn etre e niz hag an tiegezh Borgia. Klask a reas lakaat Giovanni da blegañ d'an torr-eured. Met nac'h a reas Giovanni dre zaou abeg: da gentañ dre ma oa ret dezhañ daskoriñ argouroù bras Lucrezia, da lavarout eo paouraat, ha da eil dre ma oa goulennet digantañ sinañ ur baperenn ma anzave bezañ dic'houest, da lavarout eo sachañ mezh ha goap warnañ. Dimezet e oa bet Giovanni a-raok, ha hervez an dihelloù en devoa bet besterd a-raok dimeziñ da Lucrezia, diaes krediñ eta e oa dic'houest. Gourdrouz a reas an Tiegezh Sforza paouez da reiñ gwarez da Giovanni ma ne blege ket, ha setu penaos e c'hallas mirout an argouroù goude sinañ ar baberenn vezhus.
 
C'hwec'h miz goude e touas war baper e oa chomet Gwerc'hez Lucrezia. Nemet a-benn neuze e oa-hi dougerez eus an Infant Roman, ma lavare lod e oa he breur Cesare e oa an tad. Anat eo n'eo ket Sforza e oa an tad, met mont pelloc'h zo gwall ziasur.