Maria Holl (gwrac'h) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D typo, replaced: a M → a M (6) using AWB
D →‎He buhez: esaouenn using AWB
Linenn 4:
 
== He buhez ==
Maria Holl a oa merc'h prefed Altenstadt, Jerg Löhlin e anv. D'an [[20 a viz Mae]] [[1586]] e timezas gant Michael Holl e [[Ulmer Münster]]. Asambles ez ejont da Nördlingen, ma voe-hi degemeret da geodedourez ar gêr-se d'an [[30 a viz Mae]] [[1587]]. Goude-se e tigoras ar c'houblad un davarn hec'h anv „Die goldene Krone“ e Weinmarkt.
 
Abalamour ma rae berzh he zavarn e voe lakaet da sorserez e Nördlingen. En holl e voe jahinet 62 wech. Lavarout a reas e oa eus tud an aotrou Doue, ha n'he doa tamm emglev ebet gant an diaoul. Stank e voe keodedourien Nördlingen a savas a-du ganti. D'an [[11 a viz Here]] [[1594]] e voe didamallet.
 
Hec'h afer a voe unan eus prosezoù sorserezed diwezhañ Nördlingen. Dont a reas a-benn Maria Holl da dreuzvevañ an heskinañ, ha teir gwech e voe dimezet. D'an [[21 a viz Gwengolo]] [[1634]] e voe douaret, da-heul [[Emgann Nördlingen]].