Karl Benz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D typo, replaced: a s → a s (22) using AWB
D esaouenn using AWB
Linenn 26:
}}
 
'''Karl Benz''' (gant Karl Friedrich Michael Benz d'ar [[25 a viz Du]] [[1844]] e [[Karlsruhe]] – [[4 a viz Ebrel]] [[1929]] e [[Ladenburg]]) a oa un ijinour [[Alamagn|alaman]], unan eus diaraogerien ar sevel kirri-tan, ha krouer Benz & Cie hag a zeuas da vezañ [[Mercedes-Benz]] e [[1926]], goude kendeuziñ gant [[Daimler Motoren Gesellschaft]].
 
== E vuhez ==
E skol-veur [[Karlsruhe]] e studias ar ijinerezh mekanikel.
E [[1871]] e krouas e embregerezh kentañ, ma veze gwerzhet dafar da liorzhañ, ha bloaz goude e timezas gant Bertha Ringer. Pemp bugel a voe ganet : Eugen (1873), Richard (1874), Clara (1877), Thilde (1882) hag Ellen (1890).
E [[1883]] e krouas an embregerezh Benz & Cie ha stagañ a reas gant sevel kefluskerioù greantel e [[Mannheim]].
 
=== Diorren ar c'hentañ karr Benz ===
Linenn 39:
[[Image:MHV Benz Ideal 1901 01.jpg|thumb|[[Benz Ideal]], [[1901]] e [[Deutsches Museum]] [[München]]]]
 
E [[1885]] e labouras Benz war an Teirrodeg Teo : implijout a reas un teirrodeg hag ec'h ouzhpennas dezhañ ur bailh yenaet dre zour, ur sailhad ul litrad ha 560 watt, enaouiñ dre dredan, ur c'hlaped degemer renet hag ur voest tizhoù<ref>[http://auto-turbo.turboblog.fr/index.php?cat=7888 Histoire de Mercedes-Benz]</ref>. D'an [[29 a viz Genver]] [[1886]] ec'h embannas ar breved DRP-37435.
 
D'ar [[5 a viz Eost]] [[1888]] e voe tapet ar patrom Benz Patent Motorwagen gant e wreg Bertha hep lavarout dezhañ. Ganti e voe graet an hentad hir kentañ gant ur c'harr, da lavaret eo 104 c'hilometrad etre [[Mannheim]] ha [[Pforzheim]]<ref>[http://www.bertha-benz.de Bertha Benz Memorial Route]</ref>. Gant un tizh a 15 km/eur e reas ar veaj-se ar pezh a oa kalz d'ar mare-se. Profitañ a reas Karl evit gwellaat ar c'harr : ouzhpennañ un tizh da aesaat an tremen krec'hioù a voe e-touez ar c'hemmoù degaset gantañ<ref>Jeroen Booij, ''La folle équipée de Bertha'', in : Mercedes Magazine, miz Even 2008, p. 58-63</ref>.
Linenn 45:
E [[1890]] e kevredas gant Friedrich von Fischer, hag a voe lakaet e-karg eus ar melestradur ha gant Julius Ganss, lakaet e penn ar gwerzhañ. Ober a reas Karl Benz war-dro diorren rann deknik an embregerezh hag a greskas da vat.
 
E [[1893]] e voe savet ar c'harr Benz kentañ peder rod dezhañ, [[Benz Victoria]] e anv ha bloaz goude e voe savet ar [[Benz Velo]], hag a voe implijet da batrom ar c'hirri-samm hag ar c'hirri-boutin kentañ e [[1895]].
 
E [[1896]] e voe krouet ar [[Benz Kontra-Motor]] gant ur c'heflusker daou sailh kontrol a-blaen. Kentañ karr-samm Benz a voe savet er memes bloavezh. E [[1898]] e voe azasaet rodoù kaoutchoug ouzh ar [[Benz Confortable]]. E [[1899]] e voe savet 572 karr hag e teuas Benz da vezañ unan eus brasañ embregerezhioù sevel kirri ar mare-se. Er memes bloavezh e voe savet karr-redadegoù kentañ Benz. E [[1900]] e voe savet 603 c'harr.
 
E [[1910]] e prenas Karl Benz «Süddeutsche Automobil-Fabrik» [[Gaggenau]].
 
D'ar [[25 a viz Du]] [[1914]] e voe lakaet Karl Benz da [[doktor honoris causa]] gant pennoù skol-veur Karlsruhe.
Linenn 63:
 
== Liammoù diavaez ==
* [http://vea.qc.ca/vea/marques/benz.htm Benz 1885-1926]
* [http://www.mercedes-benz.fr/ Lec'hienn ofisiel Mercedes-Benz Bro-C'hall]
* [http://www.automuseum-dr-carl-benz.de Automuseum Dr. Carl Benz, Ladenburg]
* [http://www.bertha-benz.de Bertha Benz Memorial Route]
 
{{DEFAULTSORT:Benz, Karl}}