Paul Daimler : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D typo, replaced: e [ → e [ (13) using AWB
D esaouenn using AWB
Linenn 25:
| notennoù =
}}
'''Paul Daimler''' ([[13 a viz Gwengolo]] [[1869]] e [[Karlsruhe]] - [[15 a viz Kerzu]] [[1945]] e [[Berlin]]) an oa un ijinour [[Alamagn|alaman]] war ar mekanikerezh dreistvarrek, unan eus diaraogerien ar sevel kirri-tan, penn ha hêr [[Daimler Motoren Gesellschaft]] ha krouer [[Mercedes-Benz]]. Mab e oa da [[Gottlieb Daimler]] (kenijiner ar [[keflusker dre darzh|c'hefluskerioù dre darzh]] e [[1883]]).
 
== E vuhez ==
Ganet e voe d'an [[13 a viz Gwengolo]] [[1869]] e [[Karlsruhe]]. Mab e oa da [[Gottlieb Daimler]] hag Emma Kunz, hag int kerent pemp bugel. A-fet mekanikerezh e voe ken barrek hag e dad.
 
E [[1883]] e voe ijinet ar c'heflusker dre darzh e [[Stuttgart]] gant e dad [[Gottlieb Daimler]] ha [[Wilhelm Maybach]]. E [[1895]] e kroujont [[Daimler Motoren Gesellschaft]] asambles gant Paul.
Linenn 34:
[[Image:Mercedes-GP-Wagen von 1914 am 1977-08-14.jpg|thumb|right|[[Mercedes 35 HP]], 1900]]
[[Image:MHV Mercedes Simplex 40hp 1902.jpg|thumb|right|[[Mercedes Simplex]], 1902]]
Mervel a reas Gottlieb Daimler d'ar [[6 a viz Meurzh]] [[1900]] e [[Stuttgart]] d'an oad a 64 bloaz. Paul eo a gemeras e blas e penn [[Daimler Motoren Gesellschaft]].
 
E [[1902]] e voe embannet ez-lezenn ar merk Mercedes gant [[Emil Jellinek]], hag eñ marc'hadour aotreet pennañ [[Daimler Motoren Gesellschaft]] e su Bro-C'hall. Dont a rae anv ar merk eus hini e verc'h a oa 13 vloaz d'ar mare-se. Ur gevrat dibar a dapas kaout a aotree anezhañ da werzhañ kirri [[Daimler Motoren Gesellschaft]] en [[Aostria-Hungaria]], [[Bro-C'hall]], [[Belgia]] ha [[Stadoù-Unanet Amerika]]. Lakaat a reas kemmañ e anv da zont da vezañ « [[Emil Jellinek|Emil Jellinek-Mercedes]] ». Goulenn a reas gant Paul Daimler ha [[Wilhelm Maybach]] ([[Daimler Motoren Gesellschaft]]) lakaat sevel kirri [[Mercedes 35 HP]] ha [[Mercedes Simplex]] a voe gwerzhet gantañ. Degemeret e voe e kuzul-merañ [[Daimler Motoren Gesellschaft]].
 
E [[1909]] e voe embannet ar steredenn tri beg dezhi evel merk gant [[Mercedes-Benz|Mercedes]]. Pep hjini eus begoù ar steredenn a zo un arouez eus an tri c'heflusker dibabet gant Gottlieb Daimler : [[douar]], [[mor]] hag [[aer]], ha diwar [[1911]] e voent implijet da logo holl e girri-tan.
 
E [[1923]] e kuitaas Paul renerezh [[Daimler Motoren Gesellschaft]]. Kemeret e voe e blas gant [[Ferdinand Porsche]] (tutet e 1906 ha krouer [[Porsche]] e [[1948]]). Betek [[1929]] e voe e penn rann ar studioù an embregerezh sevel kirri-tan [[Horch]].
 
E 1924 e voe lakaet [[Daimler Motoren Gesellschaft]] ha [[Karl Benz]] (Benz & Cie) da dostaat, betek kendeuziñ e [[1926]] gant an anv [[Mercedes-Benz]].
 
== Gwelout ivez ==