Amélie von Leuchtenberg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D typo, replaced: ] h → ] h (19) using AWB
D esaouenn using AWB
Linenn 1:
[[file: Retrato da D. Amélia de Beauharnais - Google Art Project.jpg|thumb|Poltred Amélie von Leuchtenberg war-dro 1839]]
[[Restr:Amelia Leuchtenberg.jpg|330px|thumb]]
'''Amélie von Leuchtenberg''' ([[1812]] e [[Milano]]; e [[1873]] en [[Lisboa]]), pe ''Amélie Auguste Eugénie Napoléone'', pe ''Amelia'' pe ''Amalia'' e portugaleg, a oa [[rouanez Portugal]] ha war un dro [[impalaerez Brasil]], dre he dimeziñ da [[Pedro IV Portugal]]. Priñsez eus an [[Tiegezh Beauharnais]], hag eil pried ar roue Pedro, deuet da vout [[Pedro Iañ Brazil]].
 
==He buhez==
Ganet e oa e [[Milano]], e [[rouantelezh Italia]] da neuze, er bloaz 1812.
Merc'h e oa d'ar priñs [[Eugène de Beauharnais]] (1781-1824), [[besroue Italia]] ha dug [[Leuchtenberg]] diwezhatoc'h, ha d'e bried [[Auguste von Bayern]] (1788-1851). A-berzh he zad e oa merc'h-vihan d'an impalaerez [[Joséphine de Beauharnais]] (1763-1814) ha d'he c'hentañ pried, ar beskont [[Alexandre de Beauharnais]] (1760-1794). A-berzh he mamm e oa merc'h-vihan da [[Masimilian Iañ Jozeb]] (1756-1825), [[roue Bavaria]], ha da [[Wilhelmine von Hessen-Darmstadt]] (1765-1796).
 
Pa gouezhas an Impalaeriezh c'hall kentañ ez eas an tiegezh da glask repu davet [[Roue Bavaria]], [[Masimilian Iañ]], he zad-kozh
Linenn 11:
E miz Du 1817 e voe roet an titloù a zug Leuchtenberg hag a briñs Eichstätt d'he zad gant ar roue.
 
E miz Eost 1829, da 17 vloaz, e voe dimezet Amélie dre hanterouriezh da impalaer Brazil, [[Pedro Iañ Brazil]], a oa intañv, e [[München]]. Daou viz goude e voe lidet an eured e [[Rio de Janeiro]] , ha setu Amélie impalaerez Brazil.
 
Daou vloaz goude, e 1831, e tilezas Pedro e gurunenn impalaer da vont da harpañ e verc'h [[Maria II]] da gemer kurunenn Portugal, skrapet gant [[Miguel Iañ]]. Diwar neuze ne voent mui nemet [[duged Bragança]].
 
Mervel a reas Pedro en 1834, ha setu Amélie intañvez da 22 vloaz, gant ur verc'hig.
Linenn 21:
==Dimeziñ==
[[File:Second marriage of S.M.I. D. Pedro I.jpg|thumb|left|Eil eured an impalaer, gant [[Jean-Baptiste Debret]].]]
E miz Here 1829 e timezas Amélie e [[Rio de Janeiro]] da [[Pedro Iañ Brazil]] (1798-1834), 14 koshoc'h egeti. Ur verc'h o doe :
*[[Maria-Amélia de Bragança]] (1831-1853), priñsez a Vrazil; prometet e oa bet d'ar priñs [[Masimilian]] (1832-1867), a oa da vezañ impalaer Mec'hiko, hogen mervel a reas a-raok.
[[Image:Amélie of Leuchtenberg 1840.jpg|thumb|[[Maria-Amélia de Bragança]] da 9 bloaz, gant he mamm, war-dro 1840.]]
 
==He marv==
Mervel a reas e miz Genver 1873 e Lisboa, da 61 bloaz. Abaoe 1982, emañ e-kichen he fried e monumant an [[Ipiranga]], e [[São Paulo (kêr)|São Paulo]].
 
[[Rummad:Rouanezed Portugal]]