Antonia Pozzi : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎top: replaced: t e → t e using AWB
D →‎top: esaouenn using AWB
Linenn 2:
'''Antonia Pozzi''' ([[13 a viz C'hwevrer]] [[1912]] - [[3 a viz Kerzu]] [[1938]]), a oa ur varzhez italian, ganet ha marvet e kêr [[Milano]], e [[Lombardia]].
 
Merc'h e oa da Roberto, alvokad milanat, ha d'ar gontez Lina Cavagna Sangiuliani, nizez da Tommaso Grossi. Adalek he c'hrennoad e skrivas Antonia barzhoniezh. Studiañ a rae el ''liceo classico Manzoni'' e Milano, hag un darempred tener he devoa gant he c'helenner latin ha gregach, Antonio Maria Cervi, hogen torret e voe gant Cervi e-unan e 1933 abalamour d'ar skoilhoù bras lakaet gant an tiegezh Pozzi. Se zo kaoz marteze e skrivas er bloaz-se, diwar he fenn : «{{lang|it|e tu sei entrata / nella strada del morire}}» (ha setu te aet e-barzh straed ar mervel).
 
E 1930 e lakaas hec'h anv e skol-veur Milano da studiañ ar yezhouriezh, ha daremprediñ a rae tud evel Vittorio Sereni, Enzo Paci, Luciano Anceschi, Remo Cantoni. Eno e heulie kentelioù an alamanegour Vincenzo Errante hag al lenneg Antonio Banfi, ar modernañ skolveuriad italian en e amzer, ha gantañ e tremen un dezenn diwar-benn [[Gustave Flaubert]] e 1935.