Brezel Hêrezh Spagn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D typo, replaced: . G → . G (3) using AWB
D esaouenn using AWB
 
Linenn 1:
'''Brezel Hêrezh Spagn''' zo ur brezel etre meur a vro en Europa a c'hoarvezas etre 1701 ha 1714, evit gouzout piv a gemerje kurunenn Spagn goude marv ar roue [[Carlos II]], an diwezhañ roue Habsburg, manet divugel. Brezel bras diwezhañ [[Loeiz XIV]] e oa, ha gant hennezh e teuas a-benn da lakaat ur roue gall e Madrid, e vab-bihan Philippe de France, a deuas da vout [[Felipe V]]. Hogen ne c'hallas ket goulenn kurunenn Bro-C'hall evitañ nag e ziskennidi. Gantañ e voe degaset al [[lezenn salek]] da Vro-Spagn, ha talvezout a raio al lezenn-se betek ar [[ Pragmatica Sanctio (1830)| Pragmatica Sanctio]], er bloaz [[1830]].
 
[[Restr:Juan de Miranda Carreno 002.jpg |thumb| left| [[Carlos II]]. Brezel a voe dre an abeg ma oa dibennhêr. ]]
Linenn 6:
E 1665, da varv e dad, e oa bet anvet Carlos II da roue, hag eñ pemp bloaz. Fall e oa e yec'hed, bec'h a oa da c'hortoz ma n'en doa bugel ebet. Mervel a reas d'ar 1añ a viz Du 1700, divugel. Helebini a voe etre an daou diegezh, Bourbon, tiegezh gall, ha Habsburg, tiegezh aostrian, kar o daou da Garlos II, da c'houzout gant piv ez aje ar gurunenn.
 
Dre destamant en doa roet Carlos e gurunenn da Philippe, dug Anjev, 17 vloaz, ur priñs gall. Hag ar priñs gall-se a oa mab-bihan d'ar roue gall [[Loeiz XIV]], peogwir e oa mab da [[Maria Anna Victoria Bavaria]] (1660-1690), merc'h da [[Ferdinand Marie de Bavière|Ferdinand]], Dilenner Bavaria, ha da [[Loeiz Bro-C'hall (1661-1711)]], an ''Daofin Meur'', mab henañ ar roue gall.
 
Hag eñ da Spagn da wiskañ e gurunenn nevez.
Linenn 18:
* Habsbourged Aostria, skourr yaouañ Tiegezh Spagn hag a rene war an [[Impalaeriezh santel]] hag [[Arc'hdugelezh Aostria]], a gave dezho e ranke kurunenn Spagn gant [[Karl VI an Impalaeriezh santel |Karl]], mab yaouañ an impalaer [[Leopold Iañ an Impalaeriezh santel]].
*Loeiz XIV a gave dezhañ en devoa kement a wirioù, pa oa mab ha pried d'un infantez spagnol.
* Ar broioù galloudek all war vor, [[Rouantelezh Bro-Saoz]] hag ar [[Proviñsoù-Unanet]], ne felle ket dezho gwelout na Bro-C'hall na Spagn o kreñvaat, gant impalaeriezh [[Carlos Iañ Spagn)]] o sevel en-dro.