Katarina Stenbock : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎He buhez: typo, replaced: a [ → a [ using AWB
D →‎He buhez: esaouenn using AWB
 
Linenn 4:
 
==He buhez==
Merc'h e oa da [[Gustaf Olofsson]] Stenbock ha Brita Eriksdotter Leijonhufvud. C'hoar-gaer d'ar roue e oa he mamm, pa oa c'hoar d'e eil pried, [[Margareta Leijonhufvud]]. C'hoar e oa Katarina da [[Ebba Stenbock]].
 
Prometet e oa dorn Katarina, 17 vloaz, pa daolas ar roue e c'hoant warni. Ret e oa terriñ ar promesa. Kuit e redas ar grennardenn da guzhat pa erruas ar roue emaner he zud. Hervez a voe kontet e komze alies eus he danvez-pried yaouank a-greiz he c'housk. Enebiñ ouzh an eured a reas an Iliz dre ma oa nizez da eil pried ar roue. Ar roue a respontas ne dalve reolennoù an [[Testamant Kozh]] nemet evit ar yuzevien.
 
Euredet e voent e miz Eost 1552. 17 vloaz e oa ar plac'h nevez, 56 vloaz an ozhac'h kozh, 39 bloaz koshoc'h egeti eta.
 
Eizh vloaz e padas o friedelezh, ha ne voe ket evurus. Intañvez e oa Katarina da 25 bloaz, ha ne addimezas ket.
 
[[Rummad:Rouanezed Sveden]]