Hippolyte : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D typo, replaced: a r → a r (10) using AWB
D →‎top: esaouenn using AWB
 
Linenn 1:
[[File:Nicolaes Knüpfer - Hercules Obtaining the Girdle of Hyppolita - WGA12217.jpg |thumb| [[Herakles]] o kemer gouriz Hippolyte.]]
[[File:Daniel Sarrabat - Hercule apporte à Eurysthée la ceinture de la reine des Amazones.jpg|thumb|
''Herakles o tegas gouriz rouanez an [[Amazonezed]] da Eurystheüs'', gant [[Daniel Sarrabat]] (1666–1748).]]
 
'''Hippolyte''' (Ἱππόλυτη / Hippólutê, e [[henc'hresianeg|gregach]], diwar ἵππος / híppos, « marc'h » ha λύειν / lúein, « distagañ ») a oa merc'h d'an doue [[Ares]] ha da [[Otrere]], e mojennoù [[Hellaz kozh]], ha rouanez an [[Amazonezed]] war-lerc'h he mamm. Perc'henn e oa d'ur [[gouriz]] hud, roet dezhi gant he zad, doue ar brezel.
 
Meur a zoare zo d'ar vojenn savet diwar he fenn. Kemmesket e vez gant [[Antiope]], a oa rouanez an Amazonezed ivez, hag a-wechoù gant [[Melanippe]]; gwechoù a vez e lenner e oa c'hoar dezho o-div. Hippolyte hag [[Antiope]] a zo kontet o-div da vezañ mamm da [[Hippolytos (mab Teseüs)|Hippolytos]] ivez, ha Melanippe, Antiope ha Penthesileia da vezañ c'hoarezed dezhi.