Dictionnaire français-breton (Martial Ménard) : diforc'h etre ar stummoù

D
esaouenn using AWB
D (→‎top: typo, replaced: <ref> → <ref> using AWB)
D (esaouenn using AWB)
 
 
== Perzhioù hollek ==
Ul levr tev, 1465 pajenn ennañ, maketennet gant [[Kuzul ar Brezhoneg]], eo. E-barzh ar "Remerciements", en deus meneget Martial Ménard Divi Kervella a zo bet ar reizher meur pa oa ur brezhoneger ampart-tre hag saver meur a geriouegoù war bep seurt tachenn. Trugarezioù a ya ivez da [[Gi Étienne]] ha [[Yann-Baol an Noalleg]] a zo bet saverien geriadurioù arbennik (mezegiezh, [[urzhiataerezh|stlenneg]], matematik, fizik, kimiezh, armerzh). Holl labourioù savet gant Preder hag ar gelaouenn Lavar a zo bet iplijet ivez.<br>
Diwar lenn ar [[rakskrid]] sinet gant M. Ménard e-unan e c'heller gouzout ma 'z eus 48 611 pennger el lodenn geriadurel bennañ. Da-heul e kaver div stagadenn [[lec'hanvadurezh vrezhonek|lec'hanvadurel]], an hini gentan evit 1 956 lec'hanv Breizh hag an eil evit 549 anv vro, anv stad hag anv [[kêr-benn]] er bed, ar pezh a ra 51 116 en holl.
 
*''Brave'': zo troet gant ''kadarn'', ha ''mat'', gant skouerioù. E [[Geriadur Hemon-Huon]] e roer pemp ger (''kadarn, kalonek, dispont, disaouzan, mat''), hep displegadur avat.
*''Farce'' : unan eus ar geriadurioù kentañ eo oc'h ober mat ar c'hemm etre "fars" (troidigezh "CUIS. farce") ha "farz" (troidigezh "far").
*''Vigilance'': evezhiañs, evezh, evel e [[Geriadur Hemon-Huon]], ma kaver ''evezhiegezh'' en tu brezhonek ouzhpenn.
 
===Gerioù a vank===
*''funérailles'', a zo [[obidoù]] e [[Geriadur Hemon-Huon]],
*''funéraires'', a zo [[kañv]] e geriadur Hemon-Huon,
*''goule'' (an euzhvil), [[goul]] e brezhoneg (gouled el liester) ''((Daveoù a vank))'', a zo [[:cy:ellyll|ellyll]] e kembraeg,
*''œil au beurre noir'',
*''pommader'',