Johannes Tauler : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D →‎Buhez: esaouenn using AWB
 
Linenn 3:
 
==Buhez==
Un diskbl da [[Mestr Eckhart|Vestr Eckhart]] eo bet. Gwelet eo ebel unan eus pouezusañ kevrinidi katolik ar [[Rheinland]] eus ar mare.
 
Deuet eo da vezañ ezel eus [[urzh ar vreudeur prezegerien]] war dro pemzek vloaz. Stummet eo bet e kouent Straßburg an urzh. Levezonet don eo bet gant Mestr Eckart a brezege e gêr-se etre [[1313]] ha [[1326]]. Ne ouzer ket resis peseurt darempred oa etre an daou den. Mont a reas goude da Skolaj [[Köln]] an dominikaned ha da Skolaj Sant-Jakez Pariz marteze a-raok distreiñ da Straßburg.
 
Lakaet e voe Straßburg dindan interdid gant ar Pab e [[1324]] evel un toullad kêrioù all. Kuitaat a reas Johannes Tauler ar gêr gant an dominikaned evit ober e annez e [[Basel]].
 
Kregiñ a reas da brezegenniñ e Straßburg e [[1330]]. Bez' e oa eizh kouent dominikanezed e kêr d'ar c'houlz-se. Seblantout a ra sarmonioù Tauler evel re Mestr Eckhart pe [[Heinrich Seuse]] bezañ bet savet evit kumuniezhioù leanezed.
 
E [[1338]] pe [[1339]] e voe skarzhet an dominikaned eus Straßburg abalamour d'an dizemglev etre ar Pab [[Yann XXII]] hag an Impalaer [[Ludwig IV]]. Tremen a reas Tauler e amzer harlu e Basel (war-dro 1339-1343). Eno ez eas e darempred gant ul luskad beleien ha liked deol anvet "Mignoned Doue" (Gottesfreunde]. Kavet a vez meneg eus al luskad-se en e sarmonioù hag el lizhiri eskemmet gant ar beleg Heinrich von Nörlingen hag e vignonez speredel an dominikanez Margaret Ebner.
 
Retorn a reas da Straßburg e 1343. Kalz gwalleurioù a skoas ar geoded er bloavezhioù-se. Kren-douar ha tan-gwall e [[1346]]. [[Bosenn zu]] etre fin [[1347]] ha [[1349]]. Lavaret e vez e chomas Tauler e kêr evit frealziñ an annezidi.
 
Beajiñ a reas kalz e-kerzh an ugent vloaz diwezhañ eus e vuhez. Da gKöln peurgetket. Un toullad eus e sarmonioù a voe distaget eno.
 
Beziet eo bet en Iliz an dominikaned e Straßburg.
 
N'eus lezet pleustrad ebet met ur pevar-ugent sarmon bennak. Krog e oad d'o dastum pa oa bev c'hoazh.
 
Moullet e voent evit ar wech kentañ e [[Leipzig]] e [[1498]]. Advoullet en [[Augsburg]] e [[1508]]. Advoullet in bet goude asambles gant skridoù gant Eckhart ha re all e Basel (1521 ha 1522), Halberstadt (1523), Köln (1543) ha [[Lisboa]] (1551). Moullet e voe un droidigezh e latin e Köln e 1548 ha 1553. Meur a embannadur a voe en {{XIXvet kantved}} hag en {{XXvet kantved}}.
 
Gwelet int evel oberennoù a-bouez ken e keñver preder hag e-keñver stil.