Alfonso Kastilha : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎E vuhez: typo, replaced: a [ → a [ (2) using AWB
D esaouenn using AWB
 
Linenn 1:
[[File:Cartuja_de_Miraflores_(Burgos)_-_Tumba_de_Alfonso_de_Castilla_-_Detalle.jpg |thumb| Bez Alfonso Kastilha e Burgos]]
'''Alfonso Kastilha''', Priñs Asturiez, anavezet ivez en e amzer evel '''Alfonso el Inocente''' ([[Tordesillas]], 17 a viz Du 1453 - [[Cardeñosa]], 5 a viz Gouhere 1468) a oa penn un emsavadeg tud a wad uhel e [[Rouantelezh Kastilha]], a-enep e hantervreur, ar roue [[Enrique IV]].
 
Linenn 5:
Mab e oa da [[Juan II Kastilha]] ha d'e eil pried, ar rouanez [[Izabel Portugal]]. E vreur henañ, Enrique, a oa mab da [[María de Aragón]], pried kentañ Juan II. Breur e oa Alfonso eta da [[Izabel Iañ Kastilha|Izabel]], anavezetoc'h evel Izabel ar Gatolikez.
 
Mab ebet n'en doa ar roue [[Herri IV Kastilha|Enrique IV]] ha c'hoant en doa da reiñ ar gurunenn d'e verc'h Juana. Met enebet e oa darn eus an noblañsed ouzh ar roue, ma rankas envel Alfonso, en Gwengolo 1464, da Briñs Asturiez, a zo kement hag an titl ofisiel a bennhêr, diwar-goust e verc'h nemeti eta, tennet he zitl a briñsez Asturiez diganti .
 
Bloaz goude, e 1465, en em vodas noblañsed e gostezenn en [[Ávila]], da embann Alfonso, daouzek vloaz dezhañ nemetken, da roue. Kement-se zo anavezet en istor Spagn evel "la farsa de Ávila" (farsadenn Ávila). Ha setu penaos e krogas ar brezel etre kostezenn Alfonso, anvet ''Alfonso XII'', ha hini ar roue Enrique IV.
 
Brezel a voe eta. Daoust da se e renas Alfonso XII e-pad tri bloaz, hag e lez gantañ en Arévalo, e-kreiz ar binvidigezh hag ar sevenadur, a voe kanet gant ur c'hourtizan, ar barzh Jorge Manrique, en e oberenn Coplas a la muerte de su padre.
 
En 1468 e c'hoarvezas marv trumm Alfonso.
 
==E varv==
Mervel a reas Alfonso d'ar 5 a viz Gouhere 1468, marteze dre gontamm, en [[Cardeñosa]]. Chom a reas Enrique IV da roue, heb enebiezh outañ ken adalek 1469, tra ma voe bec'h neuze etre an div infantez, [[Juana la Beltraneja|Juana]], merc'h ar roue, hag [[Izabel Iañ Kastilha|Izabel]], hanterc'hoar Enrique IV.
 
<!--El conflicto terminó dando lugar a la Guerra de Sucesión Castellana, en la que Isabel logró finalmente apoderarse del trono castellano-leonés.