Kanaouennoù-stourm : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Lañs kentañ
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Ur '''ganaouenn-stourm''' eo ur ganaouenn e-liamm ouzh ul luskad a c'houlenn cheñchamantoù er gevredigezh, pe skrivet a-ratozh evit goulenn cheñchamantoù. E meur a zoare-sonerezh ez eus bet skrivet kanaouennoù-stourm, er [[sonerezh folk]], [[sonerezh rock|rock]] pe er [[sonerezh pop]] zoken, hag e meur a yezh.
 
E-touez al luskadoù bet kanet gant seurt kanaouennoù e kaver al luskad evit reiñ frankiz d'ar sklaved er [[Stadoù-Unanet]], da reiñ ar gwir da votiñ d'ar merc'hed, da wellaat buhez ar vicherourien, diwar-benn [[gwirioù Mab-den]], al luskadoù a-enep ar brezel, al luskad [[gwregelouriezh|benelour]], an [[dispac'h seksel]] ha meur a hini all. E [[Breizh]] e oant bet implijet stank, goude an [[Eil Brezel Bed]] dreist-holl, e-liamm ouzh ar stourmoù sokial ([[brezel al laezh]]) peotramant ar stourm a-enep an energiezh nukleel ([[Keleier Plogoff]] gant [[Storlok]]) ha gwirioù ar repuidi ([[Degemer mat er Republik]] kanet gant [[Eben (strollad)|Eben]]).
 
[[Rummad:Sonerezh]]