ER (skinwel) : diforc'h etre ar stummoù

D
esaouenn using AWB
D (Bianchi-Bihan en deus kaset ar bajenn ER da ER (skinwel))
D (esaouenn using AWB)
 
 
''ER'' evit ''{{lang|en|Emergency Room}}'' e saozneg, a zo ur stirad skinwel [[stadunanat]] a 15 koulzad, 331 rann a 46 munutenn pep hini bet krouet gant [[Michael Crichton]] ha skignet etre an [[19 a viz Gwengolo]] [[1994]] hag an [[3 a viz Ebrel]] [[2009]] war rouedad an [[National Broadcasting Company|NBC]], National Broadcasting Company.
 
Skignet eo bet ar stirad gant an anv ''Urgences'' e [[Frañs]] adalek ar [[27 a viz Mezheven]][[1996]] war [[France 2]], adskignet war [[France 4]] hag adalek an [[30 a viz Du]] [[2014]] war [[TV Breizh]] hag adalek ar [[5 a viz Genver]] [[2015]] war [[HD1]].
==Orin ar stirad==
[[File:MichaelCrichton 2.jpg|thumb|right|[[Michael Crichton]], krouer ar stirad.|alt=Michael Crichton wearing a suit.]]
E [[1974]] e skrivas ar skrivagner [[Michael Crichton]] ur senario diazezet war e skiant prenet pa oa mezeg diabarzhiad e Frañs en ur servij trummadoù revec'hiet. Ne yeas ket pelloc'h an traoù ha tremen a reas da raktresoù all. E 1990 e embannas ar romant ''[[Jurassic Park (romant)|Jurassic Park]]'' a voe azasaet evit ar sinema gant [[Steven Spielberg]] e 1993. Kenlabouret o doa mat-tre an daou zen. Kinnig a reas neuze Crichton da Spielberg senario ''ER''. Divizet o deus aozañ ur film stur evit ur stirad skinwel kentoc'h eget ur film evit ar sinema. N'eus bet degaset kemm ebet pe dost da skript kentañ Crichton. An dudenn a vo [[Susan Lewis]] er stirad a oa ur paotr koulskoude ha ne oa ket [[Peter Benton]] un amerikan du.
 
==An istor==
Diskouezet evez er stirad buhez servij an trummadoù en ospital skolveuriek ''Cook County'' e [[Chicago]] ha, dre astenn, buhez an dud a labour ennañ.
 
Kalz dodennoù eus ar vuhez a-vremañ, pouezus alies, a vez pledet ganto er stirad, dre buhez ar glañvourien pe, dreist-holl dre vuhez ar vedisined pe labourerien all an ospital. Da skouer : ar seropozitivelezh gant Jeanie Boulet ; an heñvelreviadezh hag ar gwir devit an heñvelrevidi da sevel bugale gant [[Kerry Weaver]] ha Maggie Doyle ; ar saviadoù spontus er [[Kongo-Kinshasa|C'hongo-Kinshasa]] hag en [[Darfour]] ma ya di [[John Carter]] evit labourat evit aozadurioù dengarour ; ar vouzarded ha yezh ar sinoù gant [[Peter Benton]] ; ar c'hrign-bev gant [[Mark Greene]] ; an emlazh gant [[Carol Hathaway]] ; an hevarv gant Chen pe c'hoazh brezel [[Irak]] gant Michaël Gallant. Alies e teu war wel kudenn sistem surentez sokial ar Stadoù-Unanet.
 
Koulskoude e vez fent alies dre hanterouriezh tudennoù zo evel Jerry Markovic, paotr an degemer pe an Dr Dave Malucci pe an Dr Romano pe c'hoazh an Dr Archie Morris.
Goude e voe un toullad kemmoù: ar glañvdiourez Carol Hathaway, c'hoariet gant [[Julianna Margulies]] ha glaske emlazhañ e skript ar stur-film a zeuas da vezañ un ezel eus ar skipailh. [[Ming Na]] a gaver e kreiz ar c'hentañ koulzad o c'hoari ar studierez Jing-Mei "Deb" Chen ne gaver ket en eil koulzad pa weler [[Gloria Reuben]] a c'hoari ar vezegez skoazellerez Jeanie Boulet ha [[Laura Innes]] o c'hoari an Dr. Kerry Weaver e eil koulzad.
 
A-hed an trede koulzad e weler aktourien o kuitaat a re all o tont. Tamm-ha-tamm e voe cheñchet mik ar skipailh diazez. [[Sherry Stringfield]] a voe an hini gentañ o kuitaat. Disteiñ a reas eus 2001 betek 2005. Kuitaat a reas [[George Clooney]] e 1999 evit c'hoari e filmoù sinema. [[Julianna Margulies]] a guitaas ar bloaz war-lerc'h.
 
E-kerzh an eizhvet koulzad e kuitaas [[Eriq La Salle]] pa guitaas Benton "Cook County" hag [[Anthony Edwards]] pa varvas Mark Greene eus ur gresken nen e empenn. [[Noah Wyle]] a guitaas e-pad ur pennad met a zistroas evit un toullad rannoù e dibenn ar stirad.
 
Gwelet e voe [[Goran Visnjic]] (Dr. Luka Kovač), [[Maura Tierney]] (Dr. Abby Lockhart), [[Alex Kingston]] (Dr. Elizabeth Corday) ha [[Paul McCrane]] (Dr. Robert Romano) oc'h erruout dre ma yae ar stirad war-raok. Er c'houlzadoù diwezhañ e teuas ouzhpenn [[Mekhi Phifer]] (Dr. Greg Pratt), [[Scott Grimes]] (Dr. Archie Morris), [[Parminder Nagra]] (Dr. Neela Rasgotra), [[Shane West]] (Dr. Ray Barnett), [[Linda Cardellini]] (ar glañvdiourez Samantha Taggart), [[John Stamos]] (an diabarzhiad Tony Gates) hag [[Angela Bassett]] (Dr. Catherine Banfield).
 
Ouzhpenn ar strollad boas e weler alies aktourien o c'hoari memes tudennoù pouezus evel labourerien ledvezegel, implijidi zo eus an ospital, klañvdiourezed ha mezeien. Un niver bras a aktourien vrudet a weler o c'hoari klañvourien ur rann pe meur a hini evel "guest stars".
 
 
[[Rummad:Stiradoù skinwel SUA]]