Levr ar C'hrennlavarioù : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: da:Ordsprogenes Bog
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
 
En [[Testamant Kozh]] emañ '''Levr ar C’hrennlavarioù''', war-lerc'h [[Levr ar Salmoù]].
An darn vrasañ eus ar C'hrennlavarioù a zo bet skrivet gant ar [[Roue Salomon]]. Reiñ a ra al levr-mañ un heuliad kelennoù pe frazennoù berr, a zo o fal kelenn ar "Furnez" d'al lennerien, hogen, n'euseo ket anv n'eus urforzh pe furnez bennakeo, eusa lavar ar furnezfeizidi, hervezpa'z Doueeo near lavarerfurnez kethervez Doue, ur furnez n'he deus netra da welout gant ar furnez hervez an dud.
 
Ober a reer gant ar ger "Krennlavar" e brezhoneg dre ziouer a c'her gwelloc'h. En hevelep doare e vez implijet "Proverbia" e latin, "Proverbes" e galleg, "Proverbs" e saozneg, ha "Sprüche" en alamaneg. Met ar ger implijet en hebraeg a dalvez "ul lavar hag a zo ennañ muioc'h eget e ster rik".
Linenn 22:
4 – pennadoù 30 hag 31. An daou bennad-se a zo evel ur stagadenn. Al lavarioù-se n'eo ket Salomon en deus o skrivet met daou zen kentoc’h, meneget e lec'h all : Agur (pennad 30) ha Lemuel (pennad 31). An hevelep talvoudegezh o deus koulskoude hag an 29 pennad kentañ, peogwir int bet degemeret gant Israeliz da gentañ, ha gant an Iliz da c'houde, evel gerioù o tont eus Doue.
 
E gwirionez e klask al levr-se lakaat an ene e doare da zegemer furnez Doue, kentoc'h eget na ziskuilh ar furnez-se. Lavarout a ra ar pennad 2: ''"ar furnez a zeuio ez kalon"'' (2:10). Furnez Doue ne vez ket treuzkaset dre skrid : he degemer a reer en e galon, rak Spered Doue eo an hini a zeu d'he lakaat enni. Sikour a ra Levr ar C'hrennlavarioù da aozañ ar meiz evit ma vefed degemerus e-keñver ar furnez neñvel. Reizhañ a ra an emzalc’hioù d’o lakaat evel ma rankfent bezañ, o veuliñ an doujañs-Doue, al largentez, ar fealded etre priedoù, an onestiz, tra ma laka war ziwall ouzh riskloù ar vezventi, an [[avoultriezh]], ar [[gaou]] , an diegi, an tabutoù.
 
Dont a ra ar furnez da vezañ un den gwirion er pennad 8 : komz a ra, oberiañ a ra. A-ziwar ar werzad 23, ec'h adkaver enni personelezh Mab Doue, an Aotrou [[Jezuz]]-Krist evit ar Gristenien : ''"Neuze e oan e-kichen an Aotrou evel e oberour, e blijadur e oan a-hed an deizioù, o c'hoari hep paouez dirazañ, o c'hoari war voulenn e zouar, hag o kavout va eurvad e-touez bugale an dud" (8:30-31'').
 
[[ang:Cwidbóc]]