Rivka : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D typo, replaced: s P → s P (3), <ref> → <ref> using AWB
D esaouenn using AWB
Linenn 1:
[[File:Boucher, Rebecca recevant les présents d'Abraham.jpg|thumb|'''[[François Boucher]]''', ''Rivka o resev profoù [[Abraham]]'', 1725]]
 
'''[[Rebecca]]''', pe '''Rivka''' (en hebreeg רבקה Rivqah), a oa merc'h da [[Betouel]] an Aramiad, eus Padan-Avran anezhañ, ha c'hoar da [[Lavan]], hervez [[Levr ar C'heneliezh]], kentañ levr ar [[Bibl]] hag an [[Tanac'h]].
 
Dimeziñ a eure da [[Izaag]], pe ''Is'hak'' hervez an hebreeg, ha daou vab o doe, [[Esau|Esav]] ha [[Jakob|Yaakov]].
 
Dimeziñ a eure da [[Izaag]], pe ''Is'hak'' hervez an hebreeg, ha daou vab o doe, [[Esau|Esav]] ha [[Jakob|Yaakov]].
 
Er rann '''24''' eus [[Levr ar C'heneliezh]] e lenner danevell eured Is'hak gant Rivka.<ref>{{br}} Troidigezh An tour-Tan, levrenn 1, 1981, pp 20-23</ref>
 
Itrikañ a reas Rebecca (Gn '''27''') evit ma voe benniget Yaakov gant e dad e-lec'h Esav ar breur koshañ.
 
 
==Ar vojenn==
[[Abraham]], deuet kozh, a c'houlennas digant e servijer koshañ degas eus e vro ur pried eus e diegezh evit e vab [[Izaag]]. Hag an den da vont da Aram. Da noz, daoulinet ar c'hañvaled e-tal ar puñs, e welas Rebecca, ur werc'hez koant, o tont da leuniañ he ficher. Hag eñ da c'houlenn dour d'evañ diganti. Ha hi da reiñ dezhañ, ha da leuniañ al laouer da zourañ e gañvaled ha da ginnig bod dezhañ. Ar servijer neuze da lavarout a-berzh piv e teue. En ti, goude, setu Laban, breur Rebecca, hag o zad Betuel, da asantiñ d'an eured gant Izaag. Ha servijer Abraham neuze da reiñ profoù, ha kuit en deiz war-lerc'h gant ar verc'h yaouank. Distro da di Abraham, kabet ar plac'h diouzh grad, ha dimezet Izaag ha Rebecca.
 
Pell e vanas Rebecca divugel, met goude ur pennad he doe gevelled. Diaes e voe an dougen anezho rak en em gannaén a raent en he c'hof. Doue a roas da c'houzout e vefe div vroad diwar an daou vab hag e vije an henaén o servij an eil.
Genel a reas Esaü, an henañ, ha Jakob, an hini a blije dezhi ar muiañ.
 
==Bez==
Hervez an hengoun e vefe beziet gant Is'hak e [[Hevron]] e bez ar Batriarked.
 
 
<gallery>
Bartolomé Esteban Perez Murillo 022.jpg|''Rebecca hag Eliezer'', gant [[Bartolomé Esteban Murillo]].
Delacroix, Eugène - The Abduction of Rebecca - 1846.jpg| [[Eugène Delacroix]]
</gallery>
 
====Daveoù====
 
[[Rummad:Levr ar C'heneliezh]]
[[Rummad:Tud eus ar Bibl]]