Friedrich Dürrenmatt : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎top: replaced: t d → t d using AWB
D →‎top: esaouenn using AWB
 
Linenn 4:
Ganet e voe e [[Konolfingen]], e [[Kanton Bern]]. Mont a reas ar familh da [[Bern|Vern]] e 1935, da-heul an tad hag a oa pastor. Studioù lennegezh alamanek ha prederouriezh a reas e [[Skol-veur Zürich]] hag e [[Skol-veur Bern]]. E 1946 e paouezas gant e studioù hep echuiñ un dezenn diwar-benn [[Søren Kierkegaard]] ha divizout a reas e vefe skrivagner. E 1945–46 e savas e [[pezh-c'hoari|bezh-c’hoari]] kentañ, ''Es steht geschrieben'', c’hoariet e 1947 E miz Here 1946 e timezas d’an aktorez Lotti Geißler ha mont da vevañ da v-[[Basel]] da gentañ ha da gornad [[Biel/Bienne]], e lodenn c’hallek kanton Bern, da c’houde. Eno e c’hoarvez e romant polis ''Der Richter und sein Henker'' embannet e 1950. Mervel a reas e wreg e 1983 hag addimeziñ a reas e 1984 d’un aktorez all, [[Charlotte Kerr]]. Mervel a reas Friedrich Dürrenmatt d’ar 14 a viz Kerzu 1990, e [[Neuchâtel]].
 
Brudet eo e bezh-c’hoari ''Der Besuch der alten Dame'' (1956) dre ar bed a-bezh ha derc’hel a reer d’e c’hoari betek bremañ. ''Die Physiker'' (1962) eo e bezh pouezusañ avat, ur pezh ma rer anv eus dañjerioù ar skiant evit an denelezh. Meur a wech en deus skrivet diwar-benn an [[Eil Brezel-bed]]. Diseurt a-walc’h eo e oberennoù, adalek pezhioù-c’hoari “avant-garde“ betek romantoù polis hag arnodskridoù.
 
{{DEFAULTSORT:Durrenmatt, Friedrich}}