Jakez, eskob Jeruzalem : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
D →‎top: esaouenn using AWB
 
Linenn 1:
'''Jakez''', lesanvet "ar Yaouankañ" a oa kar da [[Jezuz]] (mab da Gleofas ha da Vari (unan eus ar "merc'hed santel")<ref>Dictionnaire culturel de la Bible, Cerf/Nathan, p 124</ref>. Ne oa ket unan eus an Daouzek Abostol, ne voe ket diskibl da Jezuz e-kerzh e vuhez zoken. Dont a reas goude da vezañ penn ar "Yuzevien-kristen" ha kemer a reas ur perzh pouezus en tabut evit gouzout hag-eñ e oa ret amdroc'hañ ar baganed a zeue da vezañ kristen (Ober. '''15''', 13-21).
 
Gellout a ra "bezañ anvet abostol en ur ster ledan evel Barnaba ha reoù all"<ref>Digoradur d'al Lizheroù katolik, Troidigezh an Testamant Nevez dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm, 1971, p 532</ref>.
 
Gwelet e voe gant an hengoun katolik evel aozer [[Lizher Sant Jakez]], an hini kentañ eus al Lizheroù katolik. Bibliourien zo a laka an deorienn-se en arvar bremañ (gwelout ''La Bible de Jérusalem'', Cerf, embannadur 1998, p. &nbsp;2080).
 
Labezet e vefe bet e [[62]] GJK war urzh ar beleg meur Ananoz hervez an istorour [[Flavius Josephus]].
 
Lakaet eo bet war roll ar sent gant an iliz katolik