Hugues de Payns : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎E vuhez: esaouenn using AWB
 
Linenn 4:
 
==E vuhez==
N'ouzer ket kalz a dra diwar-benn lec'h ganedigezh '''Hugues II de Payns''' ha ne c'haller nemet goulakaat e oa bet ganet e-tro [[1070]]-[[1080|80]]. Mab e oa d'an Aotrou Hugues de Payns ha d'ur vaouez hag a zo chomet dianav hec'h anv ; ur mab all en devoe ar c'houblad, Acheus e anv. Hervez istorourien 'zo (an arc'heskob gall [[Guillaume de Tyr]] en o zouez) e vije ganet e [[Payns]], ur gêriadenn hag a zo 12  km er gwalarn da gêr [[Troyes]], kêrbenn konted Champagn.
 
D'ar [[27 a viz Du]] [[1095]], da-geñver sened-iliz [[Clermont-Ferrand|Clermont]], e voe roet lañs d'ar [[Kentañ Kroaziadeg|C'hentañ Kroaziadeg]] gant ar Pab [[Urban II]] (e-tro [[1042]]-[[1099]]) evit ma vije dieubet an hent da [[Jeruzalem]] bet stanket d'ar birc'hirined gristen gant an Durked. Ne gemeras ket perzh '''Hugues II de Payns''' er [[Kroaziadegoù|groaziadeg]]-mañ a voe peurachuet gant dibenn Seziz Jeruzalem d'ar [[15 a viz Gouere]] 1099. Ne voe nemet e [[1104]] ma ambrougas e bennaotrou Hugues Ier de Champagne d'an [[Douar Santel]] ma chomas e-pad tri bloaz a-raok distreiñ d'e di e [[1107]]. Eurediñ a reas da Elisabeth de Chappes e [[1108]], ha pevar bugel en devoe (Gibuin, Isabelle, Herbert ha Thibaud) ganti.
 
==En Douar Santel da vat==