Alternative für Deutschland : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D esaouenn using AWB
Linenn 1:
[[Restr:Alternative-fuer-Deutschland-Logo-2013.svg|thumb|Logo Alternative für Deutschland]]
'''Alternative für Deutschland''' (Brezhoneg: Dazeilad evit Alamagn) berraet en '''AFD''' a zo ur strollad politikel broadelour, mirour, diskredig d'an unvaniezh europat hag enep [[Islam]] a orin eus [[Alamagn]].
 
Krouet d'ar [[6 a viz C'hwevrer]] [[2013]], ar strollad a dapas 4,7% eus ar mouezhioù evit dilennadegoù kevredadel 2013, tost e oa bet da dizhout ar 5% rediet evit kaout sezoù er [[Bundestag]]. Er bloavezh 2014 ar strollad a dape 7,1% eus ar mouezhioù gant 7 sez war 96 evit an dilennadegoù europat, emezeliñ a reas ar strollad er c'hengevrad [[European Conservatives and Reformists]] (ECR) betek ma vefe skarzhet e miz Ebrel 2016. E miz Gwengolo 2016, an AfD a oa deuet a-benn da dapout kannaded e 10 parlamant Stad alaman diwar 16. Ar strollad a zo renet gant [[Frauke Petry]] ha [[Jörg Meuthen]].
== Istor ==
E miz Gwengolo 2012, [[Alexander Gauland]], sekretour stad eus [[Hessen]], [[Bernd Lucke]] un ekonomiour ha [[Konrad Adam]], un embanner evit ar [[Frankfurter Allgemeine Zeitung]] etre 1979 ha 2000 ha penn rener [[Die Welt]] betek 2008, a save ur c'hengevrad politikel e Bad Nauheim. Ar pal a oa enebiñ ouzh politikerezh kevredadel Alamagn da geñver krizenn an takad europat. Ar strollad ''Wahlalternative 2013'' (Brezhoneg: Dazeilad mouezhierezh 2013) o pennad-stur a voe harpet gant 68 ekonomiour, kazetenner ha patromed bras. An hanter anezho a oa kelennerien brudet hag an tri c'hard anezho a oa diplomet uhel eus skolioù-meur. Ar strollad a embanne sklaer e oa an takad ekonomiel europat un dachenn diasur o lakaat broioù su Europa da vont etrezek hent ar baourentez dre pouezh ar c'hevaezerezh diazezet war ar moneizh euro.
 
[[Rummad:Strolladoù politikel Alamagn]]