Edwin Northumbria : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎top: typo, replaced: e e → e e (2) using AWB
D →‎top: esaouenn using AWB
 
Linenn 1:
[[Restr:Saint King Edwin of Northumbria.jpg|thumb|Sant ha roue Edwin Northumbria.]]
'''Edwin Northumbria''' (hensaozneg Ēadwine; c. 586 – 12 Here 632/633), pe '''Eadwine''' pe '''Æduinus''', a oa roue [[Deira]] ha [[Bernicia]] – div rouantelezh a voe bodet d'ober [[Northumbria]] goude – adal 616 betek e varv e 633. Dont a reas da vout kristen ha badezet e voe en 627. Goude e varv en [[emgann Hatfield Chase]], e voe anvet da sant.
 
Mab e oa da [[Ælla (roue Deira)|Ælle]], [[roue Deira]]. E c'hoar Acha a zimezas da [[Æthelfrith Northumbria]], [[roue Bernicia]], ar rouantelezh angl en norzh d'e hini. Ur breur pe ur c'hoar dezhañ a oa tad pe mamm da Hereric, hag a oa tad da [[Santez Hilda]] ha d'he c'hoar Hereswith, a zimezas d'ar roue [[Æthelric]], breur d'ar roue [[Anna East Anglia]].
 
Tec'hel a rankas Edwin pa voe aloubet Deira gant [[Æthelfrith]], [[roue Bernikia]]. mont a reas da glask repu da lez [[Rædwald East Anglia]]. Hennezh a reas brezel da Vernikia, hag a voe trec'h war Æthelfrith en [[616]]. Ha setu Edwin lakaet da roue Bernikia ha Deira.
 
Pa varvas Rædwald, war-dro 624, e teuas Edwin da vout galloududañ roue [[Enez Vreizh]]. Laket gant [[Bede]] war roll ar rouaned a oa a-us d'ar rouaned angl-ha-saoz all. Hervez ar C'hronik angl-ha-saoz e oa ''bretwalda'', da lavarout eo « pennroue Breizh ».
 
[[Rummad:Angled-ha-Saozon]]