Ramón Cabrera y Griñó : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D typo, replaced: e [ → e [ (4) using AWB
D esaouenn using AWB
Linenn 2:
 
== Karlouriezh ==
Ar garlouriezh a oa un emsav ganet goude marv ar roue [[Fernando VII]], hag a glaske lakaat e vreur [[Carlos, Kont Molina|Carlos]] da roue, e-lec'h e verc'h [[Isabel II]]. Gwelet eo ivez etre ar stourm etre dalc'hidi ar renad kozh, ar garlourien harpet gant an Iliz katolik, ha difennerien ar Gapitalouriezh o kreskiñ.
 
==Bugaleaj==
Mab e oa da José Cabrera, marc'hadour ha perc'henn ur vag a 25 tonell e [[Tortosa]], en aber ar stêr [[Ebro]], a varvas pa oa 5 bloaz. E vugaleaj a dremenas o c'hoari war lez ar stêr hag e straedoù Tortosa gant ar vugale all. Pa voe bras e fellas d'he mamm ez aje da veleg. Evit-se e voe lakaet da gloareg, pe ''farnulo'', e ti ur chaloni eus an iliz-veur anvet don Vincente Presivia : Ramon a laboure evel mevel en ti, hag en eskemm en deveze kentelioù latin.
 
Ne blijas ket ar vuhez-se dezhañ : lezirek, disent, tabuter, divergont, dichek e veze, un ''tronero'' (lampon), ha pa c'houlennas bout anvet da veleg e voe nac'het e c'houlenn gant eskob Tortosa, Víctor Damián Sáez, bet ministr d'ar roue Fernando VII. En 1825 en devoe da hêrezh ul leve-iliz.
Linenn 17:
[[File:Fusilamiento madre Cabrera-Calbo.jpg|thumb|250px|left|Mamm Cabrera, Maria Griñó, fuzuilhet e 1836.]]
 
E-pad [[Kentañ brezel ar garlouriezh]] (1833–1839) e tiskouezas bezañ un den kriz. Lakaat a reas fuzuilhañ prizonidi en devoa prometet lezel en buhez, tangwallañ a reas tier tud ha ne oant ket o vrezeliñ.
 
Kemeret e voe e vamm gant jeneraled ar rouanez, ha Cabrera a fuzuilhas maered hag ofiserien. Ar jeneral Agustín Nogueras a lakeas fuzuilhañ mamm Cabrera. Ha Cabrera neuze da brometiñ lakaat ar gwad da ruilhal e Katalonia, ken e voe lesanvet ''[[Tigr ar Maestrazgo]]''. Fuzuilhañ a reas 1110 prizoniad brezel, 100 offiser, ha tud disoudard e-leizh, en o zouez gwragez pevar den a-du gant ar rouanez [[Isabel II]], da zialiñ e vamm.
 
{{DEFAULTSORT:Cabrera y Grino, Ramon}}
[[Rummad:Brezelioù ar garlouriezh]]
[[Rummad:Jeneraled spagnol]]
[[Rummad:Ganedigezhioù 1806]]
[[Rummad:Marvioù 1877]]