Itron Varia Stalingrad : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Goude an Eil Brezel-bed: typo, replaced: g e → g e using AWB
D esaouenn using AWB
 
Linenn 1:
[[Restr:Madonna di stalingrado 02.JPG|thumb|Tresadenn orin ar ''Stalingradmadonna'', Kaiser-Wilhelm-Gedächtniskirche, Berlin]]
'''Madonna Stalingrad''' (alamaneg: ''Stalingradmadonna'') zo ur skeudenn eus ar [[Gwerc'hez Vari|Werc'hez Var]]i treset gant al letanant alaman [[Kurt Reuber]], medisin er [[Wehrmacht]] ha [[Pastor (kristen)|pastor]] [[Protestantiezh|protestant]], e miz Kerzu 1942 e Stalingrad (hiziv [[Volgograd]]), [[Rusia]], e-pad [[Emgann Stalingrad]].
 
Ar skeudenn wirion a zo diskouezet en Iliz [[Kaiser-Wilhelm-Gedächtniskirche]] e [[Berlin]], padal kopiennoù a zo bet savet hag a vez diskouezet en ilizioù-meur [[Berliner Dom|Berlin]], [[Coventry Cathedral|Coventry]] ha [[Iliz katolik Sant-Nikolaz (Volgograd)|Volgograd]] evel simbol eus ar peoc'h etre an enebourien a-gozh e-pad an [[Eil Brezel-bed]].
 
== An dresadenn ==
An oberenn Madonna Stalingrad a zo unan simpl. Ar ment a zo 900  mm × 1200  mm. An aozour [[Kurt Reuber]] en devoa implijet [[Glaou|glaou]] evit tresañ. Ar Werc'hez Vari a zo treset gant ur chal bras. Ar mabig [[Jezuz Nazaret|Jezuz]] a zo tost diouzh e dremm.
 
En tu dehoù eus an dresadenn e kaver ar gerioù ''Licht, Leben, Liebe'' ("Goulou, Buhez, Karantez"), tennet eo an arroud eus [[Aviel Yann]]. Eus an tu kleiz d'an dresadenn, Reuber en devoa skrivet ''Weihnachten im Kessel 1942'' ("[[Nedeleg]] er Sez 1942") hag en traoñ ''Festung Stalingrad'' ("Kreñvlec'h Stalingrad"). Kessel ("Chidhouarn"), a oa an doare termeniñ alamanek implijet evit ober eus ur zonenn milourel enkelc'hiet. ''Festung Stalingrad'' a oa anv ar [[6vet lu (Werhmacht)|6vet lu Alaman]] enkelc'hiet e Stalingrad a oa implijet er propaganda Nazi.