Britannia Superior : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎top: typo, replaced: o e → o e using AWB
D →‎top: esaouenn using AWB
 
Linenn 1:
'''Britannia Superior''' a oa ur rann eus [[proviñs Britannia]] savet war-dro [[214]] gant an impalaer [[Caracalla]], mab da [[Septimius Severus]]. Edo e kreisteiz ar pezh zo bremañ [[Bro-Saoz]], en-dro da gêr [[Londinium]] ([[Londrez]] bremañ), hag ul [[lejion]] a oa annezet er gêr-se, kêr-benn ar broviñs<ref>''The Cambridge Ancient History, Volume XII'', London: Cambridge University Press, 1970: p.706</ref>. Padout a reas ar broviñs-se, gant he harzoù, betek ma voe adaozet an impalaeriezh gant [[Diokletian]] e [[296]].
 
Talvezout a rae an anv ''Britannia Superior'' da verkañ e oa tostoc'h diouzh Roma, kêr-benn an Impalaeriezh, eget ''[[Britannia Inferior]]'', a oa e hanternoz Bro-Saoz, en-dro da Eburacum ([[York]]).
 
==Notennoù==