Valentinian II : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
→‎Buhez: lenn Galla, anv c'hoar Valentinian;
D →‎Buhez: esaouenn using AWB
Linenn 14:
Harpañ an [[arianegezh]] a reas Justina, ha skoazellañ ar [[Paganiezh|baganiz]] evel [[Vettius Agorius Praetextatus]] (''c.'' [[310]] - [[384]]) ha [[Quintus Aurelius Memmius Symmachus]] (''c.'' [[340]] - ''c.'' [[394]]).
 
E [[387]] e voe skarzhet Valentinian gant Magnus Clemens Maximus hag a gemeras [[Roma]] kent aloubiñ [[Italia]]; en entremar e chomas Theodosius Iañ, met dre ma oa intañv hag ad-dimezet gant Galla, anezhi c'hoar Valentinian II, e savas enep an alouber : p'edo Valentinian o tilestrañ e genoù ar stêr [[Tiber (stêr)|Diber]] e voe trec'het Magnus Clemens Maximus gant Theodosius en [[Aquileia]]. <ref>E [[Friuli-Venezia Giulia]] hiziv.</ref>
 
Distreiñ da [[Vienne (kêr)|Vienna Allobrogum]], e gêr-benn, a reas Valentinian II; eno e voe drouklazhet d'ar [[15 a viz Mae]] 392 gant ur jeneral [[Franked|frank]] anvet [[Arbogast (jeneral roman)|Arbogast]] (''c.'' [[310]] - [[384]]), anezhañ ar ''magister militium'' karget gant Theodosius da wareziñ an impalaer yaouank.
 
Gant Arbogast end-eeun e voe anvet ar pagan [[Flavius Eugenius Augustus]] da impalaer a-enep Theodosius Iañ.