Batailhon ar maouezed : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D esaouenn using AWB
Linenn 1:
'''Batailhon ar Maouezed''' a vez graet eus unvezioù savet gant maouezed nemetken. Savet e oant bet goude [[Dispac'h miz C'hwevrer|Reveulzi C'hwevrer]] gant [[Gouarnamant da c'hortoz Rusia, 1917|Gouarnamant da c'hortoz Rusia]]. Pal kentañ an unvezhioù-se e oa ar spi da reiñ nerzh-kalon en-dro d'al lu da genderc'hel ar stourm er [[Kentañ Brezel-bed|C'hentañ Brezel-bed]].
 
Nevez-amzer [[1917]], unvezioù argadiñ paotred ha batailhonoù ar marv a voe savet adal emouestlidiprest da vezañ penn an argadennoù rusian er brezel. Raktal ma voent krouet e oa bet maouezed o c'houlenn, dre sinadegoù, kaout ar gwir emezeliñ en unvezioù lu ar pezh a oa bet degemeret. Pelloc'h ez ae lod o c'houlenn ma vefe savet unvezioù maouezed nemetken. Ar vaouezed-se, gant harp ofiserien uhel ha pennoù ar melestradurezh, a soñje pe implije arguzenn ar [[propaganda]] evit ma vefe entanet en-dro al lu rusian.
 
Skeudenn soudardezed kalonek a vefe hervez holl harperien ar mennozh un diaz evit stabilat an talbenn a oa o vont da vrujun.
 
Pemzek unvez a voe savet e 1917, gant ar '''1añ Batailhon maouezed ar Marv'''. Un unvez all ar '''1añ Batailhon Maouezed eus Petrograd''' a oa savet nebeut sizhunvezioù war-lerc'h. Goude-se e oa bet an '''2l Btailhon Maouezed ar Marv eus Moskva''', an '''3de Batailhon Maouezed Argadiñ eus Kuban''' oa bet savet en [[Krasnodar|Ekaterinodar]].
 
Peder unvez kehentiñ a voe savet ivez e [[Moskva]] ha [[Petrograd]]. Siehz unvez kehentiñ a voe savet e [[Kiev]] ha [[Saratov]], ur wech c'hoazh e oa bet implijet unvezioù prevez savet gant maouezed nemetken eus ar c'hêrioù-se. Ul lusk a voe kroget gant unvezioù niverusoc'h-niverusañ maez servij eus al lu o vezañ savet e kêrioù lies dre Rusia a-bezh. Un unvez soudardezed eus ar morlu a oa bet krouet en [[Oranienbaum]], ar '''1añ Rannad Maouezed ar Morlu''', o vezañ ul lodenn eus ar rannad troadegiezh gourdoniñ ar morlu rusian.
Linenn 14:
Lod izili eus an unvezioù-se a gemeras perzh en emgannoù ar [[Brezel diabarzh Rusia|Brezel diabarzh rusian]], o stourm a-bep tu, ar batailhonoù-se ne voent ket degemeret e luioù ar re Wenn, al lu Gwer, al Lu Zu, na forzh pese lu pe strolla dpolitikel o stourm a-enep ar [[bolchevik|Volcheviked]].
== 1añ Batailhon Maouezed ar Marv ==
E Mae 1917, [[Maria Bochkareva]], ur beizantez e servij Lu Impalaeriezh Rusia abaoe miz Du 1914, ha tizhet ganti ar renk a ofiser, he devoa kroget ur sinadeg evit ma vefe savet ur batailhon gant soudardezed nemetken ha dindan e uzhioù.
 
E fin miz Mae, Ministr ar Brezel rusian evit ar Gouarnamant da c'hortoz, [[Alexander Kerensky]], a roe ar gwir da sevel 1añ Batailhon Maouezed ar Marv e [[Petrograd]].
 
Ar c'hentañ unvez-se savet gant maouezed nemetken en devoa desachet 2000 maouez a youl-vat. An oadoù a oa etre 18 ha 40 vloaz. Bochkareva hag a oa reut gant an urzhiadur hag enebet da gaout komiteoù soudard e-touez ar renkoù, a laka an holl nemet 300 anezhi da vont kuit.
 
Lakaet e oa bet ar vatailhon da bignat ouzh an talbenn evit talañ ouzh al lu alaman e-pad [[argadenn Kerensky]], fiziet e oant bet d'ar 525vet Kiuruk-Darinski Rejimant ha lakaet en ur fozh-difenn e [[Smorgon]]. Roet e voe an urzh da gregiñ gant an argadenn, met an holl unvezioù a chomas o c'hortoz hep ober netra nemet hini ar soudardezed. Hervez ar pezh a ouier o defe kemeret teir foz-difenn enebour d'an Alamanted. Er fozioù e oa bet kavet [[vodka]] a oa bet distrujet krik-ha-krak a-raok ma c'hellfe bezañ evet gant ar baotred. Hervez dezrevell penn ofiser ar rejimant, ar soudardezed a oa bet kalonek hag o devoa sevenet o c'hefridioù en un doare micherel-tre.
Linenn 28:
Krouidigezh ar c'hentañ unvez gant [[Maria Bochkareva|Bochkareva]] a voe un awen evit maouezed all a reas ar memestra dre ar vro a-bezh. Goulenn a rejont d'ar gouarnamant da c'hortoz da gaout ar gwir sevel unvezioù lakaet e servij al lu. Soubet e oa Ministrerezh ar Brezel gant lizhiri ha sinadegoù hiniennoù pe strolladoù maouezed o c'houlenn servij ar vro en talbenn. E miz Even, Kerensky, a aotre savidigezh un unvez stourm maouezed ouzhpenn da hini Bochkareva e [[Petrograd]], ar 1añ Batailhon Maouezed Petrograd e vo. Savet e oa bet an nerzh lu gant etre 1100 ha 1400 soudardez harpet gant div unez kehentiñ gant e-tro 100 maouez bewech. Ar gourdoniñ ne oa ket bet nemet hini an dibunañ met ivez gourdoniñ tennañ, fiñvoù noz ha klasoù deskiñ lenn evit ar re ne ouient ket en ober
 
D'ar [[25 a viz Here]] [[1917]], ar batailhon a voe galvet evit dibunañ war plasenn ar Palez a-raok bezañ kaset en talbenn. Goude an dibunadeg e voe urzhiet d'an unvez da chom evit difenn Palez ar Goañv hag ar Gouarnamant da C'hortoz rak ar Volcheviked. Penn an unvez a nac'has. E-plas e voe dasparzet ur rann eus an eil gompagnunezh, 137 sooudardez, evit bezañ gwarded mirlec'hioù dour-tan. Buan en em gavjont o tifenn ar Palez skoaz-ha-skoaz gant unvezioù [[Kozaked]] ha nebeut ofiserien da vezañ.
 
Beuzent e voent gant an niver kalz uheloc'h a Volcheviked hag ur wech kroget kanoliadenn ur vag brezel war ar Palez. N'eo ket sklaer daoust hag e voe gwalladennoù meur pe get met heklev a voe eus ar fed-se dre ar gêr a-bezh. Aterset, ar soudardezed a lakas war-raok teir gwalladenn met dreist-holl kunujennoù, feulster dre taolioù ha kaozioù a embanne e vefont gwallet met hep en ober.
Linenn 63:
* [http://russiasgreatwar.org/media/military/women_soldiers.shtml Women Soldiers in Russia's Great War gant Laurie Stoff, Louisiana Tech University (USA)]
* [https://www.everything2.com/index.pl?node_id=1401119 Women's Battalion of Death]
 
[[Rummad:Istor Rusia]]
[[Rummad:Benelouriezh]]