The Lang's Fairy Books : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D typo, replaced: <ref> → <ref> (2) using AWB
D esaouenn using AWB
Linenn 2:
'''The Lang's Fairy Books''' zo un dastumad 25 levr [[saoznek]] evit bugale gant [[Andrew Lang]], embannet etre 1889 ha 1913. Kenlabourat a rae gant e bried [[Leonora Blanche Alleyne]] a embannas pevar eus al levrioù etre 1908 ha 1912.
 
[[Andrew Lang]] (1844–1912) a oa ur skrivagner [[Bro-Skos|skosat]], barzh ha romantour. Embann a reas levrioù kentañ ar rummad ha sevel ar rakskridoù, e bried a rae an troidigezhioù, hag a reas an embann adal ar bloavezhioù 1890<ref>{{Cite journal|last=Day|first=Andrea|date=2017-09-19|title=“Almost wholly the work of Mrs. Lang”: Nora Lang, Literary Labour, and the Fairy Books|url=https://www.growkudos.com/publications/10.1080%252F09699082.2017.1371938|doi=10.1080/09699082.2017.1371938}}</ref>.
 
Kalzik eus ar c'hontadennoù a deu eus [[kontadennoù Grimm]], met an darn vrasañ a deu eus broioù all.
Linenn 9:
===Orin ha levezon===
[[File:Illustration by H. J. Ford for Andrew Lang's The Orange Fairy Book.jpg|thumb|"The Crown Returns to the Queen of the Fishes" (Distro ar Gurunenn da Rouanez ar Pesked). Skeudenn gant H. J. Ford evit ''[[The Orange Fairy Book]]'']]
Levrioù brudetañ an dastumad eo an 12 ''Fairy Books'', pep hini en ur golo a liv disheñvel. Kontadennoù al levrioù ne oant ket bet dastumet gant ar priedoù Lang diwar muzelloù konterien, met evel re [[Madame d'Aulnoy]] (1651–1705) e voent tennet eus levrioù a lies bro.
 
Levezon bras o doe al levrioù. Kalz eus ar c'hontadennoù eus ar broioù estren a voe lakaet e saozneg evit ar wech kentañ. Andrew an hini a zibabas kontadennoù ar pevar levr kentañ, met Nora eo an hini a reas al labour war-dro an ugent all goude. Ganti e voe graet al labour treiñ, gant skoazell troerien all.
 
Levezonet e oa Lang gant e anaoudegezh eus kontadennoù an harzoù etre Saoz ha Skos, ha broudet e oa gant an diouer a zastumadoù en e amzer. Ne anavezed neuze nemet dastumad [[Dinah Craik]], ''The Fairy Book'', embannet e 1869. Hervez Roger Lancelyn Green, e stourme Lang a-enep kelennourien ha skridvarnourien diouzh ar c'hiz a gave dezho e oa noazus ar c'hontadennoù kozh d'ar vugale dre ma oa krizded ha hunvre enno.<ref>Roger Lancelyn Green, "Andrew Lang in Fairyland", in: Sheila Egoff, G. T. Stubbs, and L. F. Ashley, eds., ''Only Connect: Readings on Children's Literature'', New York, Oxford University Press; second edition, 1980; p. 250.</ref> Levrioù Lang eta a gemmas selloù ar remziadoù war ar seurt levrioù.
 
==Al levrioù==
# ''[[The Blue Fairy Book]]'' (1889)
# ''[[The Red Fairy Book]]'' (1890)
# ''[[The Blue Poetry Book]]'' (1891)
Linenn 24:
# ''[[The Red True Story Book]]'' (1895)
# ''[[The Animal Story Book]]'' (1896)
# ''[[The Pink Fairy Book]]'' (1897)
# ''[[The Arabian Nights' Entertainments]]'' (1898)
# ''[[The Red Book of Animal Stories]]'' (1899)