Anne Parsons : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎He buhez: typo, replaced: ] g → ] g (2) using AWB
D esaouenn using AWB
 
Linenn 1:
[[File:Ann_Lady_Maynard_by_George_Willison.jpg|thumb|Poltred Anne Parsons, gant [[George Willison]].]]
'''Anne Parsons''' (1735-1814) a oa ur [[kourtizanez|gourtizanez]] [[saoz]] e-touez an noblañs hag ar bolitikerien e [[Bro-Saoz]].
 
[[file:Mrs. Horton, Later Viscountess Maynard by Joshua Reynolds.jpg|thumb|left|''Mrs. Horton, beskontez Maynard'' gant [[Joshua Reynolds]].]]
 
==He buhez==
Ganet e vije e 1735, ha marteze e oa kemener he zad en Bond Street en [[Londrez]]. Da gentañ e oa [[gast]] a vicher, hag aet e vije da [[Jamaika]] gant un den anvet Horton, pe Houghton, ha marteze e timezjont eno ha mervel a reas ar gwaz. Pa zistroas Anne da [[Londrez]] e veze graet "Mrs Horton" anezhi.
 
En 1760 e oa kourtizanez a renk uhel gant tud eus an noblañs, hag en o zouez kont Shelburne, Arnold Nesbitt, ha Richard Rigby.
 
In 1764, he doe un darempred gant [[Augustus FitzRoy]], 3e Dug Grafton, pa oa dougerez e bried [[Anne FitzPatrick]]; FitzRoy a viras Anne Parsons en e di, e kêr, hag a gase anezhi gantañ d'ar [[c'hoarigandi]]. Kement-se a feuke ar gevredigezh vat. Chom a reas e ti an Dug e 1765 pa voe anvet an dug da Sekretour stad.
 
E 1767 e teuas an Dug da vout Kentañ ministr hag Anne a voe ken bras he levezon evel hini e bried. Richard Rigby a ouias implij al levezon-se evit treiñ an dud a-enep pried an Dug. Mont a reas an teodoù en-dro adarre pa voe gouvezet e oa dougerez an dugez diwar oberoù he serc'heg, Kont Upper Ossory. Torret e voe eured an Duged e 1769. Anne Parsons a c'hallje bezañ bet pried ar C'hentañ ministr panevet e voe diskuliet e oa-hi krog da zaremprediñ [[John Sackville, 3e Dug Dorset]].
 
War-dro 1770 e voe poltredet gant [[Joshua Reynolds]], hag e 1771 gant [[George Willison]]
 
Hi ha Sackville a chomas a-gevret betek 1706, pa sachas Anne Parsons evezh Charles Maynard, eil beskont Maynard : eñ a oa 23 bloaz, ha hi dek vloaz muioc'h. Eureujet e voent d'ar 24 a viz Gwengolo 1776 en Londrez a-raok mont da Italia.
 
==He marv==