Breizh-Veur : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D esaouenn using AWB
D typo, replaced: → using AWB
 
Linenn 3:
[[Skeudenn:Satellite image of Great Britain and Northern Ireland in April 2002.jpg|thumb|200px|Breizh-Veur.]]
 
'''Breizh-Veur''' ([[gouezeleg Skos]]: ''Breatainn Mhòr'', [[kembraeg]]: ''Prydain Fawr'', [[kerneveureg]]: ''Breten Veur'', [[saozneg]] ''Great Britain'', [[skoteg]] ''Greet Breetain'') zo un enezenn eus [[Europa]] ar gwalarn. An hini vrasañ eo e-touez inizi Europa, hag an navet e-touez an holl inizi ar bed gant 229 335 &nbsp;km² enni. Gant 60 milion a annezidi<ref>Hervez sifroù ofisiel gouarnamant ar Rouantelezh Unanet [http://webarchive.nationalarchives.gov.uk/20031221023714/http://www.statistics.gov.uk/glance/default.asp], e oa, e [[2001]], 57 103 927 a annezidi e Breizh-Veur (Bro-Saoz 49 138 831; Bro-Skos 5 062 01 ; ha Kembre 2 903 085).</ref> e 2009 ez eo Breizh-Veur an trede enezenn er bed e-keñver ar boblañs, goude [[Java]] ha [[Honshu]]. Tro-dro d'an enez ez eus ur bern inizi bihan pe vras, da skouer [[Iwerzhon]] er c'hornôg hag [[Enez-Vanav]] etrezo.
 
Pa weler an traoù ent-politikel e vez staget outi an inizi nes ([[Enez Mon|Môn]], [[Inizi Gall]], [[Wight]]...) hag ez a d'ober un hollad anvet "Breizh-Veur" ivez. Meur a vro a gaver enni: [[Bro-Saoz]], [[Kembre]] ha [[Bro-Skos]]<ref>[[Kernev-Veur]] a vez sellet outi evel ur vro distag diouzh Bro-Saoz gant Kerneveuriz alies, met ent-ofisiel n'he deus tamm anaoudegezh disparti ofisiel ebet.</ref> hag o c'hêrioù-penn: [[Londrez]], [[Kerdiz]] ha [[Dinedin]]. Asambles gant [[Hanternoz Iwerzhon]] ez a d'ober ur stad anvet [[Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon]] pe, berroc'h, ar Rouantelezh Unanet, krouet e [[1707]] gant unvaniezh [[Bro-Saoz]] ha [[Bro-Skos]] evit ober Rouantelezh Breizh-Veur hag e [[1801]] gant stagadenn [[Iwerzhon]] ouzh ar Rouantelezh. E [[1921]] eo deuet al lodenn vrasañ eus Iwerzhon dizalc'h, ar pezh a ro ar stad a zo anavezet bremañ.
 
E Bro-Skos emañ menez uhelañ Breizh-Veur, ar [[Beinn Nibheis]] (Ben Nevis) (1&nbsp;343 m); hag e Kembre hag e Bro-Saoz e red dourioù ar stêr hirañ, ar [[Severn]] (336 &nbsp;km; ''Hafren'' e [[kembraeg]]).
 
== Anv ==
Linenn 19:
** eus [[Enez-Vreizh]] e vez graet ''Celtic Britain, Roman Britain,'' pe ''Medieval Britain'', hervez ar mareadoù.
*En galleg e vez lavaret ''Grande-Bretagne'' eus Enez Vreizh.
*E kembraeg e vez lavaret ''Prydain'', a zo bet amprestet d'ober [[Preden]] e brezhoneg, d'ober anv eus [[Breizh-Veur]], ha diwar-se
** ''Ynys Brydain'' eus Enez Vreizh, er ster istorel a roer e brezhoneg,
** ''Ynysoedd Prydain'' eus an inizi anvet ''Brish Isles'' e saozneg, da lavarout eo [[Iwerzhon]] hag an inizi tro-dro koulz hag all.
Linenn 40:
 
=== Ur sked etrevroadel ===
Ur vegalopolenn e oa Londrez dija gant he 5 million a annezidi hag a chomas kêr pobletañ ar bed betek 1925. Ur porzh bras ha digor war ar bed e oa hini Londrez. Kotoñs ha spisoù eus Indez, kafe, kakao, sukr o tont eus amerika, aour, diamantoù o tont eus Afrika... Arouez ar vodernelezh e oa ivez gant ar Crystal palace da skouer, ar Metro ha degemer a reas an diskouezadeg hollvedel e 1851.
 
=== Ar bevennoù ===
Linenn 52:
== Notennoù ==
{{Daveoù}}
 
 
[[Rummad:Rouantelezh-Unanet]]