Gladdalc'helezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎top: esaouenn using AWB
D typo, replaced: → using AWB
Linenn 3:
Ar '''c'hladdalc'helezh'''<ref>[[Roparz Hemon]], [[Ronan Huon]], ''Dictionnaire Français-Breton'', 1997, p 1083</ref> — pe '''feodelezh'''<ref>[http://www.brezhoneg21.com/ Kreizenn ar geriaouiñ], Geriaoueg Istor geografiezh ekonomiezh</ref> — zo ur reizhad politikel ma'z eo gwan ar galloud uhelañ, hini ar [[Unpenniezh|roue]] da skouer, ha kreñvoc'h galloud an [[Aotrouniezh|aotrouien]], [[kont]]ed pe [[baron]]ed, a zalc'h ar glad, pe an douar, hag a zo dindan ar roue.
 
Ar c'hladdalc'helezh zo ur meiziad hag ur ger savet gant an dud desket er {{XVIIvet kantved}}. Dont a ra eus ar ger [[dalc'h (istor)|dalc'h]]. Dindan stumm [[latin]] ar ger, ''fevum'', an hini ofisiel nemetañ neuze, ez eo anavezet an dalc'hoù abaoe an {{Xvet kantved}}<ref>[[Jean-François Lemarignier]], ''La France médiévale - Institutions et société'', Armand Colin, 2005, p. 100.</ref>. Ar reizhiad deskrivet gant ar ger ''gladdalc'helezh'' avat ne oa ket gwelet evel ur reizhiad politikel splann evit an dud a oa o vevañ er [[Krennamzer|Grennamzer]].
 
Hervez e dermenadur klasel gant François-Louis Ganshof (1944), ar c'hladdalc'helezh a oa un hollad ensavadurioù a groue hag a vere dleadoù ha servijoù, er [[brezel]] dreist-holl, a-berzh un den dieub, anvet "gwaz", en eskemm ouzh madoù peurliesañ, anvet un "dalc'h", roet gant an aotrou<ref>François-Louis Ganshof, ''Qu'est-ce-que la féodalité ?'', Tallandier : Paris, 1982, {{ISBN|2-235-01299-X}}, p. 13.</ref>.
[[Restr:Aozadur gladdalc'hel.svg|thumb|300 px|Aozadur gladdalc'hel ar gevredigezh er Grennamzer]]
Aozadur e tri urzh ar gevredigezh a oa bet kroget en IXvet kantved gant an Iliz a-benn reizhekaat doareoù bevañ an noblañs da geñver ar re munut, ha da geñver ar brezeligoù dibaouez etre an aotrouien.
== An Iliz hag ar feodelezh ==
Adal an IXvet kantved e oa kroget an Iliz da glask reizhekaat al liammoù dalc'h a oa er gevredigezh. An oatrouien a oa aet gant hent ar feulster dibaouez etrezo o chom a-benn neuze hep ober o lod deverioù da geñver poblañsoù o domanioù. Kevredigezh an dalc'h a oa deuet da vezañ unan feuls ha droul dreist-holl da geñver an dud munut.
 
Unan eus ar prederourien pouezhusañ d'ar mennozh reizhekadur ret d'ar gevredigezh gladdalc'hel a voe [[Adalbéron de Laon]], brudet eo chomet e destenn skrivet da [[Robert II an Deol]] o tisplegañ dezhañ penaos e oa ret adaozañ ar gevredigezh e tri urzh gant liammoù sklaer dleadoù ha servijoù ret pep ezel d'ar gevredigezh: