Bia de' Medici : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D esaouenn using AWB
D →‎Ur verr a vuhez: typo, replaced: → using AWB
 
Linenn 10:
==Ur verr a vuhez==
[[File:Saar 1954 355 Agnolo Bronzino - Bia de' Medici.jpg|right|thumbnail|Timbr alaman e 1954 diwar poltred Bia de' Medici gant [[Agnolo Bronzino]].]]
N'ouzer ket piv e oa mamm Bia, met Cosimo ne oa ket koshoc'h eget 16 vloaz pa oa ganet ha ne oa ket dug-meur c'hoazh. Hervez The Tragedies of the Medici, gant Edgcumbe Staley, e veze kontet e oa ur goueriadez eus Trebbio, ma oa bet savet ar [[Villa di Castello]] gant an tiegezh Medici, pe c'hoazh e oa ur plac'h a renk uhel eus Firenze. Ne oa nemet an tad Cosimo hag ar vamm-gozh, [[Maria Salviati]], a ouie piv e oa ar vamm, ur sekred miret mat. Met anavezet e oa Bia evel merc'h Cosimo, ha Maria Salviati a save anezhi evel he mamm-gozh. <br />
 
Kreskiñ a reas el lez e-kichen Maria Salviati, gant bugale all Cosimo hag e bried. <br />
 
Skrivañ a ra [[Giorgio Vasari]] en e levr [[Le Vite]], diwar-benn [[Agnolo Bronzino]], poltredour al lez, en devoa poltredet "anche la Bia fanciulletta e figliola naturale del Granduca": diskouez a ra he dilhad kaer hag he bravigoù pegen uhel e oa he renk el lez.
 
E 1542 e tivizas Cosimo ober ur veaj da [[Arezzo]], a oa e dalc'h [[Firenze]], ha c'hoantaat a reas degas e verc'h muiañ karet gantañ. E-pad an distro eo e tapas ar plac'hig un derzhienn a lazhas anezhi, ha hi pemp bloaz a boan.
 
 
{{DEFAULTSORT:Medici, Bia}}