Jack Kirby : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D esaouenn using AWB
D typo, replaced: → (4) using AWB
Linenn 16:
 
=== Goude an Eil Brezel-bed ===
Jack Kirby et [[Joe Simon]] a voe soudardet e [[1942]], ha Kirby a gemeras perzh en arme Patton e Frañs. E [[1945]] e tistrojont d'ar [[Stadoù-Unanet]] ma labourjont evit an ti-embann [[Harvey]] (''Stuntman'', ''Boy Explorers''). Krouiñ a rejont o zi-embann dezho, anvet Prize-Crestwood. Krouiñ a rejont a bep seurt traoù : [[comic]] enno istorioù karantez (''Young Romance'', ''Young Love'', ''Young Brides''), western (''Boy's Ranch'', ''Bullseye''), unan diwar-benn an huñvreoù (''The Strange world of your dreams'') ehag un drevezadenn eus [[Captain America]] (''Fighting American''). Met ar stourm a-enep ar c'homic kaset gant ar bredvezeg [[Fredric Wertham]] a lakaas meur a di-embann comic da vont da get, Prize-Crestwood en o zouez. Sed penaos ec'h echuas ar c'henlabour etre Jack Kirby ha Joe Simon.
 
== Atlas Comics a zeu da vezañ Marvel ==
E [[1956]] e krouas Kirby ''Sky Masters'', ur [[comic|comic strip]] skiant-faltazi inkret gant [[Wallace Wood]]. E [[1958]] ec'h adkorgas da labourat evit [[DC Comics|DC]] ma labouras war ''[[The Challengers of the Unknown]]''. E [[1959]] ez eas da labourat gant [[Atlas Comics]], bet [[Marvel Comics|Timely]], ma kenlabouras gant [[Stan Lee]].
 
E [[1961]] e krouas Kirby ha Lee ur strollad gourharozed nevez, ''The Fantastic Four'' e anv. A-drugarez da verzh [[Fantastic Four|The Fantastic Four]] e teuas [[Marvel Comics|Marvel]] da vezañ embanner comic brasañ ar Stadoù-Unanet. Kaset gant Lee e voe Kirby e-touez ar re evel [[Steve Ditko]] ha [[Don Heck]] a ijinas ar c'hourharozed a lakaas Marvel da vezañ brudet : [[Hulk]], [[Thor (Marvel)|Thor]], [[X-Men]], [[Iron Man (comic)|Iron Man]], [[Silver Surfer]] ha re all c'hoazh.
Linenn 31:
Daoust ma labouras kalz Kirby war an heuliadoù-se ne voe ket plijet pennoù [[DC Comics|DC]] peogwir ne voent ket gwerzhet mat, ha nullet e voent ganto. Kenderc'hel a reas memestra da labourat evit [[DC Comics|DC]] hag e krouas ''[[Kamandi]]'', ''[[The Demon]]'' ha ''[[Omac]]''.
== Marvel en-dro ==
E [[1975]] ec'h adkrogas Kirby da labourat evit [[Marvel Comics|Marvel]] ma reas war-dro tudennoù bet krouet gantañ evel [[Captain America]], [[Black Panther (comic)|Black Panther]] ha [[Silver Surfer]]. Lakaet e voe ivez da dresañ kalz goloioù. Krouiñ e heuliadoù dezhañ eo ar pezh a felle dezhañ, hag ijinañ a reas ''Devil Dinosaur'', ''Machine Man'' pe ''[[The Eternals]]''. E [[1978]] e paouezas da labourat evit Marvel da vat.
 
== Dibenn e vuhez ==
Mont a reas Kirby da chom da aodaoù kornôg ar Stadoù-Unanet, ma oa staliet studioioù fiñvtresadennoù pennañ ar vro. Hag e-pad un nebeud bloavezhioù e reas war-dro fiñvtresadennoù. A-hed e vuhez en doa labouret war dudennoù n'en doa tamm gwir ebet warno. E [[1981]] e voe kinniget dezhañ gant tud Pacific Comics krouiñ tudennoù a vefe perc'henn warno. Sed penaos e krouas ''[[Silver Star]]'' ha ''Captain Victory & the Galactic Rangers''. E [[1986]] e voe ur prosez etre Kirby ha [[Marvel Comics|Marvel]] : ma felle dezhañ adtapout e dresadennoù orin e oa dav dezhañ sinañ ur gevrat ma asante e vefe perc'henn Marvel wan an holl dudennoù kenijinet gantañ. Un emglev a voe kavet, ha meur a aozer comic a savas a-du gant Kirby.
 
E dibenn e vuhez e labouras Jack Kirby evit Topps Comics (krouiñ a reas ''Bombast'', ''Captain Glory'', ''Nightglider'', ''Satan's Six'') hag [[Image Comics|Image]]. Ma n'ez eas ket gwall bell an heuliadoù ijinet evit Topps Comics e labouras da vat war ''Phantom Force'' en doa ijinet evit Image Comics. Div niverenn a voe embannet, hag un niverenn 0 oa bet raktreset, met mervel a reas Kirby a-raok stagañ gant ar raktres-se.
Linenn 51:
* [http://www.marvunapp.com/list/appkirby.htm Krouidigezhioù Jack Kirby] en Appendix to the Handbook of the Marvel Universe
* [http://www.angelfire.com/comics/kirbymonsters/ Euzhviled Jack Kirby]
 
 
{{DEFAULTSORT:Kirby, Jack}}