Beatrice Regina della Scala : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D esaouenn using AWB |
D typo, replaced: → using AWB |
||
Linenn 11:
=== He dimeziñ ===
E miz Gwengolo 1350 e timezas da [[Bernabò Visconti]], a oa o ren e kêr [[Milano]], hervez un emglev diazezet abaoe [[1345]]. He fried a laboure, war un dro gant e zaou vreur [[Matteo II Visconti|Matteo]] ha [[Galeazzo II Visconti|Galeazzo]], evit [[Giovanni Visconti]] (1290-1354), arc'heskob Milano, [[vikel an impalaer]] hag aotrou kêr Milano.
Bevañ a reas Beatrice er palez ''San Giovanni in Conca'', e Milano, gant ur pried a reas dezhi pemzek bugel en ur ober 25 bloaz.
E miz Here [[1354]] e varvas Giovanni Visconti, ha setu an tri niz, [[Matteo II Visconti|Matteo]], [[Galeazzo II Visconti|Galeazzo]], ha [[Bernabò Visconti|Bernabò]], deuet da vout kenaotrouien Milano. Eus tri fenn ar gouarnamant avat e varvas unan, [[Matteo II Visconti|Matteo]], e Gwengolo [[1355]], ma ne chomasnemet daou. E miz Eost [[1378]] e varvas unan all, [[Galeazzo II Visconti|Galeazzo]], ma ne chomas nemet unan ken, ha setu Bernabò e-unan o ren.
Regina n'he devoa ket nemeur a levezon war vuhez kevredigezhel ha politikel Milano. Koulskoude, e miz Kerdu [[1369]], e kredas Bernabò fiziout enni gouarnamantoù korn-bro [[Lunigiana]] ha kêr [[Pisa]], nevez kemeret gantañ.
En Mezheven [[1370]] edo gant Bernabò da goulz seziz [[Reggio Emilia]], a oa dalc'het neuze [[Feltrino Novellara|Feltrino Gonzaga]]<ref>[[Feltrino dNovellara|Feltrino Gonzaga]] (?-1374), mab da [[Lodovico Iañ Mantova]] hag aotrou [[Novellara]], a oa trede pried [[Caterina Visconti (1342-1382)|Caterina Visconti]], merc'h da [[Mateo II Visconti|Mateo II]] ha dre-se nizez da Barnabé.</ref>. A-benn ar fin e voe kemeret kêr, graet marc'had ha paeet un ''[[dic'haou]] '', ha fiziet gouarn kêr gant Bernabò en he fried Beatrice<ref>En [[1371]] e voe prosez e kêr [[Reggio Emilia]] ouzh Gabrina degli Albeti, dre ma oa brudet da vezañ [[sorserez]]: hennezh eo ar c'hoshañ prosez sorserezh en [[Italia]] ha dihelloù ar prosez zo bet miret. Diwar neuzee teuas an an anv-badez ''Gabrina'' da dalvezout kement ha sorserez e skridoù [[Ludovico Ariosto]], [[Giovanni Francesco Straparola|Straparola]] ha skrivagnerien all.</ref>.
▲En Mezheven [[1370]] edo gant Bernabò da goulz seziz [[Reggio Emilia]], a oa dalc'het neuze [[Feltrino Novellara|Feltrino Gonzaga]]<ref>[[Feltrino dNovellara|Feltrino Gonzaga]] (?-1374), mab da [[Lodovico Iañ Mantova]] hag aotrou [[Novellara]], a oa trede pried [[Caterina Visconti (1342-1382)|Caterina Visconti]], merc'h da [[Mateo II Visconti|Mateo II]] ha dre-se nizez da Barnabé.</ref>. A-benn ar fin e voe kemeret kêr, graet marc'had ha paeet un ''[[dic'haou]] '', ha fiziet gouarn kêr gant Bernabò en he fried Beatrice<ref>En [[1371]] e voe prosez e kêr [[Reggio Emilia]] ouzh Gabrina degli Albeti, dre ma oa brudet da vezañ [[sorserez]]: hennezh eo ar c'hoshañ prosez sorserezh en [[Italia]] ha dihelloù ar prosez zo bet miret. Diwar neuzee teuas an an anv-badez ''Gabrina'' da dalvezout kement ha sorserez e skridoù [[Ludovico Ariosto]], [[Giovanni Francesco Straparola|Straparola]] ha skrivagnerien all.</ref>.
Beatrice, pawelas edo [[Bartolomeo II della Scala|Bartolomeo II]], bastard da [[Cansignorio della Scala|Cansignorio]], o ren war-lerc'h he breudeur, a c'houlennas lakaat he gwirioù hêrezh da dalvezout hag a lakaas seziz, en Ebrel [[1378]], war kêr [[Verona]] gant armeoù [[John Hawkwood]] ha [[Lucio Lando]], [[condottiere]] e servij Barnabé. Pa voent trec'het ez eas gant he mab Marco da arsailhat kêr en miz Du [[1378]]. En C'hwevrer [[1379]] e tilezas he gwirioù goude roetdezhi 440 000 florin hag ul leve bloaz a 2 000 florin.
Linenn 32 ⟶ 31:
Gwelout ar pennad [[:it:Cripta di San Giovanni in Conca|Cripta di San Giovanni in Conca]] er Wikipedia italianek.</ref> e [[Milano]]. Hiziv emañ he c'horf e-kichen hini he fried Bernabò er c'h-[[Castello Sforzesco]].
== Bugale ==
Pemzek bugel he doe, pemp mab ha dek merc'h.
#''[[Taddea Visconti]]'' (war-dro 1351-1381) a zimezas, en 1364, da [[Étienne III Bavaria]], [[Dug Bavaria-Ingolstadt]]
Linenn 45 ⟶ 43:
#''Antonia'' (1360-1405) a zimezas en 1380 da [[Eberhard III Wurtemberg]]
#[[Caterina Visconti (1362-1404)|Caterina]] (1360-1404) a zimezas en 1380 d'he c'henderv [[Gian Galeazzo Visconti]] a renas war-lerc'h Bernabò, hag a voe rejantez he mab [[Gian Maria Visconti]] eus 1402 da 1404, hag a varvas gant ar c'hontamm
#[[Valentina Visconti (1361-1393)]], pe ''Valenza'' (ca 1361-1393), a zimezas
#[[Agnese Visconti|Agnese]] (war-dro 1362-1391) a zimezas en 1380 da [[Francesco Iañ Mantova]], [[aotrou Mantova]], a lakaas he dibennañ en 1391,
#''Maddalena'' (1366-1404) a zimezas en 1381 da [[Friedrich von Bayern-Landshut]]
Linenn 51 ⟶ 49:
#Lucia (1372-1424) a zimezas en 1407 da Edmund Holand, 4<sup>e</sup> kont Kent,
#''Elisabetta'' (war-dro 1374-1432) a zimezas en 1395 da [[Ernst Iañ Bavaria]], [[dug Bavaria]]
#[[Anglesia Visconti|Anglesia]] (NC-1439) a zimezas en 1400 da [[Janus Kiprenez|Janus Lusignan]], [[roue Kiprenez]], hag a gasas anezhi kuit war-dro 1407, dre ma ne c'hane bugel ebet.
Bugale all en doe Bernabò gant maouezed all, [[serc'h]]ed pe nann.
|