Elisabeth Helene von Vieregg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D esaouenn using AWB
D typo, replaced: → using AWB
 
Linenn 1:
[[File:Elisabeth Helene von Vieregg.jpg|thumb|right|230px|Elisabeth Helene von Vieregg (1679 – 1704)]]
[[File:Frederik den 4.jpg|200px|thumb|[[Frederik IV]]. ]]
'''Elisabeth Helene von Vieregg''' (1679 – 1704) a oa ur gontez danat, a orin alaman, ha dimezell a enor e [[lez]] Danmark. [[Serc'h]] e oa da gentañ, ha pried morganatek goude, d'ar roue [[Frederik IV]], dre un dimeziñ [[divwregel]].
 
== He buhez ==
 
Merc'h e oa da [[Adam Otto von Vieregg]] til Weitendorff, eus Mecklenburg, bet [[ministr]] e Prusia, ha kannad [[prusian]] e [[Copenhagen]], kêr-benn [[Danmark]], eus [[1698]] da [[1706]].
 
Mont a reas Elisabeth Helene d'al lez evel dimezell a enor gant ar briñsez [[Sophie Hedevig af Danmark]], merc'h d'ar roue. E [[1699]] e krogas he darempred gant ar priñs Frederik, a voe roueet er bloaz-se goude marv e dad. Dimezet e oa-eñ abaoe 1695 da [[Louise zu Mecklenburg]].
 
Kuzh e oa o darempred met dizoloet e voe daou vloaz goude, e 1701, pa oa bet embannet ul lizher digant he zad, a-du gant o darempred.
 
D'ar 6 a viz Gwengolo 1703 e voe roet dezhi maner Antvorskov hag an titl a Gontez Antvorskov. E kuzh e timezas da Frederik, dimezet dija. An Iliz n'he devoa ket difennet an [[divwregiezh]] ouzh ar roue abalamour ma kaved [[lieswregiezh]] er [[Bibl]] e-touez ezhec'h veuran Hebreed.
 
Ur mab he doe, Frederik Gyldenløve (1704–1705), ha mervel a eure er gwentloù. Obidoù war an ton bras a voe graet dezhi gant ar roue Frederik.
 
Goude he marv e voe kemeret he lec'h e gwele ar roue gant [[Charlotte Helene von Schindel]].
Linenn 19:
==Bugel==
Ur mab he doe:
* ''Frederik Gyldenløve'' (1704-1705), marvet da ur bloaz.
 
==Pennadoù kar==
Linenn 31:
[[Rummad:Priedoù-kleiz rouaned Danmark]]
[[Rummad:Dimezelled a enor danat]]
[[Rummad:Ganedigezhioù 1679]]
[[Rummad:Marvioù 1704]]