Gégène : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎top: esaouenn using AWB
D →‎top: typo, replaced: → (6) using AWB
Linenn 1:
[[Restr:Gégène - Génératrice pour torture à l'électricité.JPG|thumb|right|300px|Ar '''''gégène''' : ur benveg jahinañ implijet e brezel Aljeria]]
Ur ger tennet eus [[luc’haj]] al [[lu]] [[Bro-C'hall|c'hall]] dre grennadur ar ger ''génératrice'' ("ganer-tredan" pe "tredanerez") eo '''''gégène''''', a dalvez da envel un dinamo a servije da voueta ar pellgomzerioù distag war ar maez.
 
Hanter-kant vloaz zo, e-pad [[brezel Aljeria]] ([[1954]]-[[1962]]), e troe [[soudard]]ed [[Bro-C'hall]] kamblioù ar benveg-se evit [[Boureverezh|jahinañ]] tud dre lakaat [[tredan]] da dremen dre o c'horf.<br />
Dija d’ar mare-se e veze lazhet Aljerianed « ''ket evit bezañ drouk ganto met evit kavout titouroù a-benn saveteiñ buhezioù tud digablus'' », a veze lavaret d’an dud. Hanter-kant vloaz goude, ne vez mui implijet ar benveg-se ken rak embannet ez eus bet lezennoù nevez evit herzel d'e implij gant al lu.
Abaoe ma 'z eus mekanikoù da c'henel tredan ez eo bet implijet ar jahinerezh dre dredan. Goude ez eo bet implijet gant lu Bro-C'hall war tud an [[FLN (Aljeria)|FLN]] (''Front de Libération National''), evit ma vefe roet titouroù gante.<br />
An doare d’ober a oa lakaat elektrodoù (+/-) war lodennou disheñvel eus ar c'horf, evit ma tremenfe an tredan dre al lodennoù-se, peurvuiañ war an divskouarn pe c’hoazh war [[kalc'h]] ar baotred.