Amélie von Leuchtenberg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D esaouenn using AWB
D typo, replaced: → using AWB
 
Linenn 7:
Merc'h e oa d'ar priñs [[Eugène de Beauharnais]] (1781-1824), [[besroue Italia]] ha dug [[Leuchtenberg]] diwezhatoc'h, ha d'e bried [[Auguste von Bayern]] (1788-1851). A-berzh he zad e oa merc'h-vihan d'an impalaerez [[Joséphine de Beauharnais]] (1763-1814) ha d'he c'hentañ pried, ar beskont [[Alexandre de Beauharnais]] (1760-1794). A-berzh he mamm e oa merc'h-vihan da [[Masimilian Iañ Jozeb]] (1756-1825), [[roue Bavaria]], ha da [[Wilhelmine von Hessen-Darmstadt]] (1765-1796).
 
Pa gouezhas an Impalaeriezh c'hall kentañ ez eas an tiegezh da glask repu davet [[Roue Bavaria]], [[Masimilian Iañ]], he zad-kozh
 
E miz Du 1817 e voe roet an titloù a zug Leuchtenberg hag a briñs Eichstätt d'he zad gant ar roue.
 
E miz Eost 1829, da 17 vloaz, e voe dimezet Amélie dre hanterouriezh da impalaer Brazil, [[Pedro Iañ Brazil]], a oa intañv, e [[München]]. Daou viz goude e voe lidet an eured e [[Rio de Janeiro]] , ha setu Amélie impalaerez Brazil.
 
Daou vloaz goude, e 1831, e tilezas Pedro e gurunenn impalaer da vont da harpañ e verc'h [[Maria II]] da gemer kurunenn Portugal, skrapet gant [[Miguel Iañ]]. Diwar neuze ne voent mui nemet [[duged Bragança]].
 
Mervel a reas Pedro en 1834, ha setu Amélie intañvez da 22 vloaz, gant ur verc'hig.
Linenn 21:
==Dimeziñ==
[[File:Second marriage of S.M.I. D. Pedro I.jpg|thumb|left|Eil eured an impalaer, gant [[Jean-Baptiste Debret]].]]
E miz Here 1829 e timezas Amélie e [[Rio de Janeiro]] da [[Pedro Iañ Brazil]] (1798-1834), 14 koshoc'h egeti. Ur verc'h o doe :
*[[Maria-Amélia de Bragança]] (1831-1853), priñsez a Vrazil; prometet e oa bet d'ar priñs [[Masimilian]] (1832-1867), a oa da vezañ impalaer Mec'hiko, hogen mervel a reas a-raok.
[[Image:Amélie of Leuchtenberg 1840.jpg|thumb|[[Maria-Amélia de Bragança]] da 9 bloaz, gant he mamm, war-dro 1840.]]