C'hasidegezh : diforc'h etre ar stummoù

D
typo, replaced: → using AWB
D (esaouenn using AWB)
D (typo, replaced: → using AWB)
 
E ziazezoù ideologel hag istorel a vez liammet peurliesañ ouzh [[Israel ben Eliezer]], anvet [[Ba'al Shem Tov]] (« Mestr an Anv Mat » ; berrradur « Besht »), ha d'e gelennadurezh.
 
Emled buan ar c'hasidegezh hag ar fed en em santfe stag-kenañ e izili outi o deus sikouret anezhi da stourm ouzh un enebiezh padus. Kreñv oa an enebiezh-se anvet [[mitnagdegezh]], e [[Lituania]] dreist-holl hag e [[Vilnius]] (Vilna gwechall) peurgetket. Aet eo an enebiezh war goazhañ met chom a ra c'hoazh. Deuet eo ar c'hasidigezh da vezañ unan eus c'hoarvoudoù kreiz istor modern ar yuzevien, unan eus dezverkoù sokial ha relijiel yuzevien Reter Europa eo deuet da vezañ.
 
Ma keñverier gant C'hareded (Haredim, "ar re a gren dirak Doue", yuzevien ortodoks) all e pouez ar C'hasided war ar genunvaniezh laouen gant Doue, dre ar c'han hag an dañs peurgetket. Ur perzh dibar all o deus : ar "rebbe" (kelenner) a gaver e penn ur gumuniezh c'hasidek a vez dibabet dre hêrezh. Alies e roer dezhañ an anv a Admor אדמור (berrradur adoneinou, moreinou verabbeinou : « hon aotrou, mestr ha rabin »).
 
Unan eus daou skourr kreñvañ ha pennañ an ortodoksiezh yuzev eo ar c'hasidegezh hirie an deiz (gant ar mitnagdegezh).
 
 
====Krouidigezh====
 
Krouet e voe an emsav gant ar Rav Israel ben Eliezer ([[1700]]-[[1760]]), anvet ar Ba'al Shem Tov pe ar « Besht ». Un enebadenn e voe ouzh ar yuzeviezh re "lennek" e vare.
 
Skoet ma oant bet gant c'hwitadenn an daou "vesiaz" [[Sabbataï Tsevi]] ha [[Jacob Franck]], ar rabined o doa talet o lakaat o holl nerzh da studiañ an Talmud gant ar brasañ disfiz e-keñver forzh peseurt birvilh kevrinek e vefe.
 
Kemmet oa bet penn da benn saviad yuzevien Reter Europa goude al lazhadegoù o doa heuliet emsavadeg ar [[Kozaked|Gozaked]] renet gant [[Bohdan Khmelnytsky]] etre [[1648]] ha [[1660]] en Ukraina. Ouzhpenn an daraez krouet gant ar miliadoù a dud lazhet, e tegasas ar pogromoù un diskar ekonomikel ha sokial spontus hag un diouer bras a vuhez speredel. Ranket o doa an darn vrasañ eus ar re a chomet bev dilezel ar studi evit kavout o bara. Brasoc'h e teuas da vezañ an diforc'h etre an dud desket hag an dud simpl.
 
En ur saviad a ziaesterioù pemdeziek hag an disfiz ouzh pep kevrinegezh e kavas un darn vras eus ar Yuzevien ar yuzeviezh akademek divlaz, hep speredelezh ha levenez, war a seblant.
 
Klask a reas Ba'al Shem Tov, den gouiziek, gantañ sekredoù bras a-zivout an [[Torah]] (hervez an hengoun c'hasidek) kavout un diskoulm o lakaat ar pouez war al lid, an dañs, ar c'han (niggoun), al levenez, an trivliadoù (c'hasidout), ar birvilh hag ar gred (hitlac'havout), karout Doue(ac'hava) ha karout an nesañ hep dilezel ar studi evit kement-se.
 
Ur c'hasid a zo un den deol eta, un den a c'hred a glask treuzneuziañ e vuhez dre ar bedenn, meiz gourc'hemennoù Doue, un denn a fell dezhañ bezañ "adc'hanet" drezañ e-unan en diavaez eus beli ar vistri ofisiel. N'eus bet netra skrivet gant ar Besht. Embannet eo bet e gomzoù gant e ziskibled. E vab-kuñv, Nahman a [[Bratslav|Vratslav]] en Ukraina, aet da Anaon e [[1810]] n'en deus skrivet netra kennebeut.
Un toullad ''admored'', evel an trede admor [[Loubavitch]] (an Tséma'h Tsédéq) a anzavas levezon yael an enebiezhoù evit mirout ar c'hasidegourein da vont re bell ganti, en o emzalc'h e-keñver al lezenn peurgetket.
 
Mont a reas an enebiezh betek diskuilhañ ar c'hentañ c'hasided d'ar galloud stad (rusian peurliesañ) evit stourm ouzh o obererezh "disivoudel".
 
War wellaat da vat ez eas an darempredoù e-kerzh eil lodenn an XIXvet kantved.
 
====Aozadur====
 
Meur a rann a gaver er c'hasidegezh. An emsav [[Loubavitch]] a zo unan eus ar re vrudetañ. N'int ket skourroù teologel met strolladoù relijiel savet en-dro d'ur rabin karismatek istorel. An aozadurioù c'hasidek a-vremañ a zo bet krouet e fin an XVIIIvet kantved pe e-kerzh an XIXvet.
 
Anvet e vez ar rabin a zo e penn pep rann ''admor'' (Adoneinou, Moreinou Verabbeinou : « hon Aotrou, Mestr ha Rabin ») pe rebbe (kelenner). Diharz eo e c'halloud, ne rent kont nemet da Zoue. Fealded e a-duerien a vez dibleg peurliesañ. Ken dibleg ken ez eus emgannoù taer etre rannoù a-wechoù.
 
Remziadoù a zo eus an ''admored''(admorim). Pep ''admor'' a anv e warlerc'hiad, unan eus e vibien peurliesañ pe un ezel all eus e diegezh.
 
E-touez ar vitnagded, er c'hontrol, emañ ar galloud relijiel gant renerien ar brasañ lec'hioù studi (yechivot). Anvet e vez ar vitnagded "[[lituaniz]]" peogwir e oa o brasañ skolioù er vro-se a-raok an eil brezel bed.
*Hag ouzhpenn : re Aleksander, Apta-Koupichnitz, Ashlag, Belz, Berditchev, Bitchikev, Chernobyl-Dkever, Dinov-Bluzhov, Dinov-Mounkatch, Hanipol, Houst, Kaliv, Karline-Stoline, Kossov-Viznitz, Kotsk, Krechniff, Liadi, Mézéritch, Modzhitz, Nadvorna, Nechiz-Novominsk, Premychlane-Nadverna, Radomsk, Ropchitz, Salenter, Sanz, Slonim, Spinke, Vilna, Worki-Amchinov.
 
Etre [[1880]] ha [[1930]] e voe 4 milion a Yuzevien o kuitaat Reter Europa etrezek ar Stadoù-Unanet, Kornôg Europa ha [[Palestina]]) zoken. Tec'hout a raent dirak an [[enepyuzevegezh]] ha diaesterioù ar vuhez pemdeziek. Ar c'humuniezhioù C'haredek o vezañ mirouroc'h a guitaas nebeutoc'h Reter Europa. Un toullad az eas kuit koulskoude ha gwelet e voe strolladoù bihan oc'h ober o annez er broioù bet meneget.
 
Etre an daou vrezel e kreskas niver an harluidi abalamour d'ur saviad politikel distabil (dispac'h ar [[Bolcheviked|Volcheviked]], dizalc'hidigezh [[Polonia]], [[Hungaria]],[[Tchekoslovakia]]...) hag emled an enepyuzevegezh (e [[Polonia]], en [[Alamagn]]...). Klask a reas an dec'hidi repu er [[Stadoù-Unanet]] hag e [[Palestina]] dreist-holl.
 
Tizhet spontus e voe Yuzevien Reter Europa gant ar [[Shoah]] hag en o-zouez ar C'hasided. Bodet niverus e lec'hioù zo, troc'het diouzh ar bed a oa en-dro dezho e vezent aes da gavout hag abalamour da se skoet muioc'h eget re all gant ar ouennlazh. Kalz strolladoù a voe distrujet mik. Re all, kreñv gwechall, a zeus da vezañ bihan-tre. Peur zistrujet e voe ar c'humuniezhioù-se gant ar renadur komunour abalamour d'e bolitikerezh enep relijion.
====Adsav====
 
Ar rummadoù o doa trawalc'h a izili er [[Stadoù-Unanet]] hag e [[Palestina]] e [[1945]] a zo chomet bev. Gwan-tre er penn kentañ o deus gellet adsevel en un doare marzhus. Stag eo an adsav-se eus ur c'hresk demografek bras en diabarzh (kalz familhoù o deus etre 7 ha 10 bugel) hag eus ul labour start graet gant strolladoù zo (al Loubavitch peurgetket) e-touez ar c'humuniezhioù Yuzev evit dedennañ tud.
 
Kavout a reer hiziv C'hasided e tost pep kumuniezh Yuzev met dreist-holl er [[Stadoù-Unanet]] hag en [[Israel]].
* en em zispartiañ diouzh peurrest ar gevredigezh (o skolioù, o stalioù o deus) betek kaout karterioù ispisial serret a-wechoù da vare ar sabad ha gwiskamantoù dezho ;
* ur relijiusted kreñv spontus. En Israel e vez arc'hantaouet ar yechivot (lec'hioù studi) gant ar Stad. A-drugarez da se e c'hell un darn vras a C'hasided (paotred nemetken) studiañ an Talmud a-hed o buhez hep kaout ul labour gopret. N'eo ket heñvel e lec'h all ;
* un darempred dibar gant ar [[sionouriezh]] o vont eus un enebiezh start (niver bihan-tre) betek ur sell pozitivel (bihan-niver) o tremen dre un neptuegezh abegus (brasañ niver). Un c'hoarvoud ispisial e bed politikel Israel.
 
Boutin eo an tri ferzh-se d'an holl c'hareded.
 
Boutin eo an tri ferzh-se d'an holl c'hareded.
 
Disheñvel int diouzh ar c'hareded all dre
 
*ar sentidigezh dibleg ouzh o "rebbe-ed" dre hêrezh ha n'eo ket ouzh renerien al lec'hioù studi pouezusañ ;
*o relijiusted merked gant al levenez, an dañs, ar c'hoant da vezañ tost ouzh Doue dre ar galon ivez ha n'eo ket dre ar studi hepken.
 
 
Evel kazi holl ar C'hreded o deus disfiz ouzh ar vodernegezh ideologel kenkoulz ha teknel.
Evito e laka an demokratelezh divizoù an dud a-us da re Zoue. Magañ a reont en he c'heñver pe enebiezh pe diseblanted.
 
Enep-krenn ar gevatalded etre paotred ha merc'hed int. O aozadur kevredigezhel en deus kentelezh ar baotred hag ar rabined peurgetket evel diazez.
 
E-keñver modernelezh teknel e tegemeront ar pezh na ya ket enep lezennoù ar relijion met nac'h a reont traoù all evel ar skinwel.
 
Disfiz bras a chom en o zouez e-keñver ar sionouriezh (distrujet en deus Doue Israel abalamour d'e bec'hedoù, adsavet e vo Israel gant Doue dre hanterouriezh ar Mesiaz, klask ober hep ar Mesiaz a zo pec'hed bras, mont enep youl Doue) daoust da gemmoù zo. Strolladoù evel al Loubavitch a zo troet kentoc'h a-du (hep lavarout ez int sionourien o-unan koulskoude) pa chom ur bihan niver enep-krenn evel C'hasided Satmar ezel an Edah Haredit a c'houlenn ma vo distrujet Israel.