Yann-Fañch Kemener : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D esaouenn using AWB
D ortho, replaced: <ref → <ref (6) using AWB
Linenn 25:
| notennoù =
}}
'''Yann-Fañch Kemener''', ganet [[7 a viz Ebrel]] [[1957]] ha marvet d'ar [[16 a viz Meurzh]] [[2019]] <ref>https://www.francebleu.fr/infos/culture-loisirs/le-chanteur-breton-yann-fanch-kemener-est-decede-1552730129</ref>, a oa unan eus gwellañ kanerien hengounel a [[Breizh|Vreizh]].<br>
Kemeret en doa perzh e nevezadur ar [[Kan ha diskan|c'han ha diskan]] er [[bloavezhioù 1970]] ha [[bloavezhioù 1980|1980]], gant e gomper [[Erik Marchand]] dreist-holl. Harpet en deus treuzkas ar c'han hengounel hag ar [[brezhoneg]] dre e obererezh kaner ha dre zastum ha brudañ hengoun dre gomz ar vro ma oa bet ganet.
 
== Buhez==
Ganet e voe Yann-Fañch Kemener e ''Gwezh an div roz'', e [[Sant-Trifin]], e kalon ar Vro Plin d'ar [[7 Ebrel|7 a viz Ebrel]] [[1957]] en un tiegezh kanerien ha dañserien vat <ref>''Kanaouennoù kalon Vreizh, Carnets de route de Yann-Fañch Kemener'', p. 9 </ref>. Jean-François Quéméner e oa e anv e galleg. Brezhoneger a-vihan e oa.
 
Pa oa bugel e plije dezhañ kenañ ar festoù-noz aozet gant an ''amicale laïque'', evel an abadennoù [[sinema]] hag a veze ral eno. En em gavout a rae eno gant e gamaladed skol ha gant izili eus e familh, deuet eus pell. Alberzh Bolloré e oa anv an den a gase an traoù en-dro d'ar c'houlz-se. Reiñ a reas da Yann-Fañch Kemener an dro da ganañ war al leurenn evit ar wezh kentañ.
Linenn 37:
Buan e klaskas Yann-Fañch Kemener anavezout muioc'h a ganaouennoù. Alberzh Bolloré e alias da vont da welet kanerien gozh evel Yann Poder ha Yann-Vari Youdec eus [[Plounevez-Kintin]]. An hini kentañ a blijas dezhañ kalz ar c'han a-boz hag an tonioù a implije, bev-kenañ c'hoazh en tolead. Lakaat a reas kalon Yann-Fañch yaouank da dommañ ouzh ar [[sonerezh]]-se, setu e krogas da zastum ar pezh a gleve. Levezonet e voe gant kanerien brudet eus Bro Fañch evel [[Marie-Josèphe Bertrand]] ha [[Marsel Gwilhouz]].
 
Anaoudegezh a reas gant [[Eric Marchand]], a zeuas da vezañ e gomper e-pad meur a vloaz. E galabousenn gantañ war e benn e oa deuet da Vreizh evit dastum kanaouennoù ha tonioù. Eujen Grenel, ur c'henderv da Yann-Fañch Kemener, a lavaras dezhañ e oa gouest Yann-Fañch d'e skoazellañ war an dachenn-se. Disklêriañ a reas Yann-Fañch Kemener : « lakat a reas ac'hanon da zizoleiñ ar c'han a oan o klask » <ref>''Kanaouennoù kalon Vreizh, Carnets de route de Yann-Fañch Kemener'', p. 16 </ref>. En e gerz emañ enrolladennoù kozh eus an Itron Bertrand, eus [[Kanuhel]], hag a zeue eus dastumadenn Claudine Mazeas. Pourchaset e oant bet dezhañ gant Pêr Guilleux, a zaremprede ar c'helc'hioù keltiek ha keveredigezhioù breizhek [[Pariz]] d'ar c'houlz-se. Dre hanterouriezh [[Eric Marchand]] e reas anaoudegezh gant ar gevredigezh [[Dastum]] a oa paouez bezañ krouet.
 
Kemer a reas perzh Yann-Fañch Kemener e [[Kan ar Bobl]] [[1975]], ar pezh a roas tu dezhañ gant ar ganaouenn ''Ar miliner'' da vrudañ ar seurt kanaouennoù a-boz-se. Berzh a reas diouzhtu, hag eñ yaouank-flamm (ne oa ket ugent vloaz c'hoazh). Bras eo ar c'hemm etre ar seurt kanaouennoù hag ''Ar vatezh vihan'' pe ''Kousk Breizh Izel'', kanaouennoù nevesoc'h ha goularoc'h. Kregiñ a reas muioc'h a dud kozh da ganañ ar pezh a ouient a-drugarez d'ar berzh-se. Ne oa ken dastum d'ober.
Linenn 47:
En e vloavezhioù diwezhañ en em ouestlas Yann-Fañch Kemener d'ar sonadegoù kan ha d'ar pladennoù, hag ur ral e oa e glevout o kanañ er festoù-noz.
 
D'ar [[26 a viz Gwengolo]] [[2009]] e resevas Yann-Fañch Kemener [[Urzh an Erminig|Urzh an Erminig.]] <ref>[[Ouest France]] an 12-13 a viz Gwengolo 2009, lodenn ''Bretagne'', pajenn 7.</ref>
 
Skoet gant ar c'hleñved e varvas d'ar [[16 a viz Meurzh]] [[2019]] gant ur [[Krign-bev|c'hrign-bev]] <ref>https://france3-regions.francetvinfo.fr/bretagne/finistere/quimper/yann-fanch-kemener-voix-gwerz-du-kan-ha-diskan-est-decede-1636552.html</ref>, en e di, e Bro-[[Kemperle|Gemperle]]. 1500 den a oa bet evit e obidoù, gant al lid (oferenn, kanoù...) evit an darn vrasañ e brezhoneg <ref>https://abp.bzh/1500-personnes-rendent-un-dernier-hommage-a-yann-fanch-kemener-47096</ref>.
 
== Pladennoù ==