Bakteri : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D ortho, replaced: <ref → <ref, <ref> → <ref> using AWB
Linenn 4:
 
 
Evit pezh a sell ouzh Mab-Den, jedet eo bet e oa 10<sup>12</sup> bakterienn o vevañ war kroc'hen pep den, 10<sup>10</sup> a vev er genoù ha 10<sup>14</sup> er bouzelloù, e doare ma'z eus dek gwezh muioc'h a gelligoù bakteri evit a gelligoù den e korf an dud<ref> [http://www.textbookofbacteriology.net/normalflora.html Textbook of Bacteriology : ar bakteri a gaver en dud]</ref>. Dinoazh pe mat evit ar c'horf eo ar pep brasañ eus ar bakteri-se. Bout a ra koulskoude meur a spesad noazus a zegas kalz kleñvedoù evel ar [[kolera|c'holera]], an [[kleñved Naplez|naplez]], ar [[bosenn|vosenn]], ar [[serk]], an [[torzhellegezh|dorzhellegezh]].
Bakteri zo a c'hall degas kudennoù analat pe dreizhañ ha lod all a laka ar goulioù da vinimañ. Gallout a reer ober war-dro ar binimadurioù degaset gant ar bakteri a-drugarez d'an [[antibiotik]]où a harz outo da vevañ. Ar [[penisilin]] da skouer a laka kenaoz speurenn ar c'helligoù bakteri da baouez.
 
Linenn 11:
== Ment ha stumm ==
 
Ar re vihanañ eus ar boudoù-bev eo ar bakteri : 10 gwech bihanoc'h eget ar c'helligoù eukariotek e vezont hag o hirder a zo peurvuiañ etre 0.5 ha 5.0 [[mikrometr]]. Kalz brasoc'h e c'hell bezañ un nebeud a spesadoù,''[[Thiomargarita namibiensis]]'' ha ''[[Epulopiscium fishelsoni]]'' a zo brasoc'h eget 0,5 [[milimetr]].<ref>{{cite journal |author=Schulz H, Jorgensen B |title=Big bacteria |journal=Annu Rev Microbiol |volume=55 |issue=|pages=105–37 |year=2001|pmid=11544351 |doi=10.1146/annurev.micro.55.1.105}}</ref>. Er genad ''[[Mycoplasma]]'' e vez ar re bihanañ gant 0.3 mikrometr ar pezh a zo ken bihan hag ar viruz brasañ. <ref>{{cite journal |author=Robertson J, Gomersall M, Gill P. |title=Mycoplasma hominis: growth, reproduction, and isolation of small viable cells |journal=J Bacteriol. |volume=124 |issue=2 |pages=1007–18 |year=1975 |pmid=1102522}}</ref>.
 
Lies en o stumm e vez ar bakteri met anavezet a vez dreist-holl daou anezho : Reoù a zo rontek, [[coccus|cocci]] (''sing''. coccus, deus ar gresianek ''kókkos'', greun, seed) pe stumm ur vazh [[bacillus|bacilli]] (''sing''. bacillus, eus al [[latin]] ''baculus'', bazh).