Deiz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎top: esaouenn using AWB
D →‎Unvezioù deiz: ortho, replaced: <ref → <ref using AWB
Linenn 5:
 
==Unvezioù deiz==
Un unvez amzer eo an deiz ha pa n'emañ ket er SI e vez implijet asambles gantañ. Talvezout a ra 86 400 [[eilenn]] hag div [[arouez]]enn a ya gantañ: '''j''' (arouezenn [[galleg|c'halleg]] diwar ''jour'') pe '''d''' (arouezenn etrebroadel diwar al [[latin]] ''dies'') <ref>Sellet ouzh [http://www1.bipm.org/ Lec'hienn Burev Etrebroadel ar Pouezioù hag ar Mentadurioù (e galleg)]</ref>.
 
An '''deiz heolel''' eo ar c'houlzad ma'z eus ezhomm d'an [[Douar]] evit ober un dro pa vije posupl e welout a-ziwar an [[Heol]], mod-all eo ar c'houlzad a zo etre daou dremenad an Heol lerc'h-ouzh-lerc'h a-blom d'ar memes [[hedred]]. E-barzh ar c'houlzad-se ez eus troiadur an Douar war he ahel koulz hag e dremen a-hed e [[orbit]]. Dre [[emglev]] ez eus 24 eur e-barzh pep deiz eus zero eur betek hanternoz (hemañ a zo e 24 eur koulz hag en eur zero eus an deiz war-lerc'h).<br>