Strollad An Deskadurezh Eil Derez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Istor: ortho, replaced: <ref → <ref using AWB
Linenn 6:
E [[1963]] ez embanne e gentelioù kentañ. Roet e veze ar re-mañ dre lizher e-doug ar bloavezh ha da-geñver devezhioù studi e-kerzh an hañv. Berzh a reas diouzhtu ar skol. Deraouet e voe gant pevar rummad : [[Lennegezh]], [[Istor]], [[Fizik]], [[Douaroniezh]]. Goude pemp bloaz e tiraeze ur raklun a 150 kentel war 12 danvez, en o zouez ar Vevoniezh, ar Ventoniezh, ar Gimiezh, ar Yezhadur hag, en derez skolveurel, ar C’hrennvrezhoneg, an Armerzhouriezh, an Ensavadurioù politikel, ar Gwir bonreizhel.
 
Gant S.A.D.E.D. eo bet diazezet an doare da intent ha kompren ar gramadeg dre an orioù, eleze dibenn ar verboù displeget e-lec'h ar yezhadur klasel a-orin gall : "Bonragor, Bongevor, Bonator" e lec'h "Amzer-dremenet strizh, amzer a-vremañ, amzer da zont". Kentelioù yezhadur ha gramadeg S.A.D.E.D. a gaver el levr ''Gramadeg ar verb'' embannet gant [[Preder]] <ref>[http://www.preder.net/index.php?option=com_content&view=article&id=1315:gramadeg-ar-verb&catid=34:levriou&Itemid=55&lang=en Pajenn-ginnig Gramadeg ar verb gant Preder]</ref>
 
Ar gerioù kinniget gant S.A.D.E.D. a oa a-orin keltiek ha splet a denne ar re o c'hinnige eus enklaskoù hag imbourc'hoù graet war ar c'hembraeg, an henvrezhoneg, ar c'hrennvrezhoneg, ar c'herneveureg hag ar yezhoù gouezelek nevez pe gozh. Kement-se a venne ober pennoù bras S.A.D.E.D. evit chom hep arverañ gwriziennoù latin ha gresianek ar galleg.