Galeazzo Maria Sforza : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D esaouenn using AWB
D →‎Muntridigezh Galeazzo Maria Sforza: ortho, replaced: <ref → <ref using AWB
Linenn 24:
Lampugnani, un den a renk uhel eus Milano, a oa gwelet evel aozer ar muntr. Dizemglev a oa etre Galeazzo Maria hageñ diwar-benn douaroù, abaoe ma oa bet kollet gant an tiegezh Lampugnani un darn vras eus e zouaroù abalamour da Galeazzo Maria Sforza. Visconti hag Olgiati a vage droug ouzh an dug ivez : Olgiati a oa republikan a galon ha Visconti en devoa kasoni ouzh Sforza dre m'en devoa kemeret [[gwerc'hded]] e c'hoar.
 
Goude bezañ studiet boazioù ha monedoneoù an dug e stagas an iriennerien gant o labour en deiz war-lerc'h Nedeleg, en [[1476]], da zeiz ''Santo Stefano'', hag iliz ar sant a dlee a oa al lec'h dibabet da gas o zaol da benn-vat. Un tregont mignon dezhe a oa gante pa oa an tri ofiser o c'hortoz an dug en iliz a-raok an oferenn. Pa zegouezhas Galeazzo e taoulinas Lampugnani dirazañ, e lavaras un nebeud gerioù, hag e savas trumm da reiñ taolioù kontell, en traoñ e gof, en e vruched. An dug a c'harmas, hervez un test, Orfeo Cenni da Ricavo : ''Io son morto!'' (« marv on! »). Olgiati, Visconti hag ur mevel da Lampugnani a zegouezhas neuze da ivez da skeiñ gant an dug. Buan e varvas Galeazzo, hag an holl vuntrerien da skampañ kuit. Lampugnani avat ne gave ket e hent hag a oa paket e rideozioù an iliz, ma voe lazhet gant gwarded Galeazzo. Tapet e voe e gorf gant an engroez ha stlejet dre gêr, skourjezet, kannet, ha skourret dre e dreid dirak e di. En deiz war-lerc'h e voe dibennet ar c'horf, ha dizornet: troc'het e voe e zorn dehou outañ, dre ma en devoa douget ar gontell, devet, ha lakaet war ziskouez <ref>{{it}} {{Cite web
| url= http://www.storiadimilano.it/Personaggi/cronaca_nera/galeazzomaria.htm
| title= L’assassinio del duca Galeazzo Maria Sforza