Doare-skrivañ KLT : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D ortho, replaced: <ref → <ref (2), <ref> → <ref> using AWB
 
Linenn 1:
An '''doare-skrivañ KLT''' a oa bet implijet evit skrivañ [[brezhoneg]] etre [[1908]] ha deroù ar [[bloavezhioù 1950]]. Ne vez ket graet gantañ ken abaoe an amzer-se met chomet eo an anv [[KLT]], implijet n'eus forzh penaos a-wechoù.
 
==Istor==
E 1908 e oa bet un toullad skrivagnerien vrezhonek, bodet en [[Emglev ar skrivagnerien]], oc'h en em glevout diwar-benn ar reolennoù da skrivañ ar yezh en un doare a vefe unvan evit brezhoneg [[Bro-Leon|Leon]], [[Kerne]] ha [[Treger]], alese an anv ''KLT''.
 
Degemeret e oa bet ar reolennoù reizhskrivañ-se gant ar braz eus an dud a skrive brezhoneg en teir bro-se, ar re a embanne levrioù ha kelaouennoù enno. Sinet e oa an emglev gant an dud-mañ : [[Frañsez Vallée]], [[Emil Ernod]], [[Louis Le Clerc]] (Kloareg ar Wern), [[Yann-Vari Perrot]], Koroller, [[Erwan ar Moal]], [[Aogust Bocher]], Caurel, [[Klaoda ar Prad]], [[Jos-Pêr ar Braz|Jos ar Braz]] (Dirlem), anvioù meneget e ''Grammaire bretonne du dialecte de Tréguier'' <ref>Pajennoù 223-234, trede embannadur. Adembannet e 1986 gant Ar Skol vrezoneg - Emgleo Breiz. </ref>, gant [[Louis Le Clerc]], diwar pennadoù eus ar sizhunieg [[Kroaz ar Vretoned]] .
 
Skignet e voe an doare-skrivañ KLT gant [[Frañsez Vallée]] hag e gelaouenn [[Kroaz ar Vretoned]], met implijet e voe ivez gant an darn vrasañ eus ar c'helaouennoù all embannet e broioù Leon, Kerne ha Treger etre an daou vrezel-bed, evel [[Gwalarn (kelaouenn)|Gwalarn]] pe [[Feiz ha Breiz]]. Ne oa nemet ar skrivagnerien wenedek a oa chomet e-maez an emglev-se hag a gendalc'he d'ober gant un doare-skrivañ dibar d'ar [[gwenedeg]].
Linenn 11:
 
==Nevez-flamm: "Komz KLT"==
Abaoe un toullad bloavezhioù e vez graet ''KLT'' a-wechoù ivez eus kement tamm brezhoneg a vez komzet e-maez [[Bro-Wened]], gant Gwenedourien zo <ref> [[Job Jaffré]], e-barzh ''Etrezomp e brezhoneg, 1974-1975'', er bajenn 128, a gomz eus ''brezhoneg KLT'' ([[sic]])</ref> hag a sell ouzh rannyezhoù ar broioù brezhonek all evel pa vijent unvan, pa n'int ket. Ar weledigezh-se a vez skignet ivez en abadennoù skinwel zo<ref>Abadennoù [[Ken tuch']], kenskrivet gant [[Goulwena An Henaff]]</ref>.
<br />
Koulskoude n'hall an anv KLT bezañ nemet anv un doare-skrivañ : biskoazh n'eo bet unanet doareoù-komz [[Kerne]], [[Bro-Leon|Leon]] ha [[Treger]], hep ankouaat [[Goueloù]].