Yerom Buleon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D ortho, replaced: <ref → <ref using AWB
 
Linenn 4:
Beleget e voe d'ar [[16 a viz Meurzh]] [[1878]]. Person [[Begnen]] e voe adalek [[1899]] hag eno e krouas ur c'hannadig-parrez divyezhek brezhoneg-galleg anvet ''Er Hlohig Begnen''. Chaloni a enor e voe e [[1901]]. E [[1906]] e voe anvet da berson-arc'hebeleg iliz-veur Gwened.
 
Eus [[1905]] da [[1914]] e voe e penn ar ''[[Revue Morbihannaise]]'', ur gelaouenn c'hallek a blede gant an Istor, ar brezhoneg ha sevenadur Bro-Gwened. Dastum a reas kontadennoù ha kanaouennoù a voe embannet gantañ er gelaouenn-se. E brezhoneg e savas ur ''Histoér Santél'' <ref>''Histoér Santél de ziskein er burhudeu en des groeit en Eutru Doué ar en doar'', moullerezh Galles, Gwened, 1896, adembannet e 1900, 1902 ha 1911 ; embannet ivez e brezhoneg Treger, ''Histoar Zantel da zeskin ar burzudou en deuz gret an otrou Doue war an Douar'' e 1899 ha 1904, hag e brezhoneg Leon, ''Histor Zantel da zeski ar burzudou en deuz great Doue var ann douar'' e 1900</ref> ha kas a reas meur a bennad d'ar gelaouenn ''[[Dihunamb]]''. A-hend-all e savas pennadoù e galleg dreist-holl, diwar-benn istor ar vro. E vreur [[Matilin Buleon]] a voe dastumer kanaouennoù ivez.
 
==Oberennoù==
Linenn 20:
 
==Levrlennadur==
*RAOUL, Lukian : ''Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien'', Al Liamm, 1992, pp. 48-48&nbsp;48–48 {{ISBN|978-2-7368-0034-5}}
 
==Notennoù==