Oinopion : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Mab [[Ariadne]] ha [[Dionisos]] eoe oa '''Oenopion'''(Οἰνοπίων "ever gwin") . Deut eoe oa da vezañ roue enez [[C'hios]], a gasas dezhi arz ar gwin. Ur verc'h en doe, [[Merope]] hec'h anv. .
 
==Mojenn==
[[Orion]] a gare Merope met Oenopion ne blije ket an dra-se dezhañ. Gwallet e voe Merope gant Orion. Evit kas an dorzh d'ar gêr e roas Oenopion gwin da Orion, ken e voe mezv. Neuze, gant ur gontell, e tennas e zaoulagad outañ hag e kasas anezhañ d'ar mor.
 
[[Hefaistos]] a gemeras trues ouzh an dall, hag a roas dezhañ [[Kedalion]], ur c'hrennard, evel ambrouger. Gantañ e kerzhas war-du ar reter ma adkavas ar gweled bennozh d'an heol o sevel.
 
Graet en doa Orion e soñj da lazhañ Oenopion, met savet e oa bet ur c'hreñvlec'h dindan zouar dezhañ gant Hefaistos, gant-se n'halle ket kavout ar roue. Mont a res neuze da z-[[Delos]], ma kavas ur serc'h all, [[Eos]].
 
 
 
[[Rummad:Mojennoù Hellaz]]