Eleonora Breizh (1185-1241) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D esaouenn using AWB
D ortho, replaced: <ref → <ref (2), <ref> → <ref>, .<ref>''DUCHESSES AND DEVILS: THE BRETON SUCCESSION CRISIS (1148–1189)'', Melissa Pollock</ref> → <ref>''DUCHESSES AND DEVILS: THE BRETON SUCCESSION CRISIS (1148–1 using AWB
Linenn 2:
[[File:Alienor Bretagne.jpg| thumb|Eleonora Breizh (1185-1241). ''Alienor la Brette'' a lenner war ar skeudenn]]
 
'''Eleonora Breizh''' (1185-1241), lesanvet ''the Fair Maid of Brittany'', pe ''the Damsel of Brittany'' pe ''the Pearl of Brittany'', e saozneg, ha ''la Brette''<ref>Ar Vreizhadez. [[Guy Alexis Lobineau|Dom Lobineau]], ''Histoire de Bretagne'', I, p. 171, CLIX.</ref> e galleg, a oa ur briñsez vreizhat, eus an [[Tiegezh Plantagenêt]], [[kontez Richmond]], ha brudet he c'hened.
 
==He zud==
Merc'h henañ [[Jafrez II (dug Breizh)]] (1158-1186) hag e bried [[Konstanza]] (war-dro 1161-1201) e oa. He zad a oa mab da [[Herri II (Bro-Saoz)|Henri II]], [[roue Bro-Saoz]], ha da [[Eleanora Akitania]], ha breur da [[Richarzh Kalon-Leon]] ha da [[Yann Dizouar]]. He mamm a oa merc'h da [[Konan IV]], [[dug Breizh]], ha d'e bried [[Margaret of Huntingdon (Dukez Breizh)|Marc'harid Bro-Skos]], merc'h da [[roue Bro-Skos]]. N'he doa nemet ur breur, [[Arzhur Iañ (dug Breizh)|Arzhur]], ganet daou viz goude marv o zad.
 
Pennhêrez e oa, ha dezhi, hervez he gwir, Bro-Saoz, Anjev, Akitania, abaoe 1203. Gant-se e oa un dañjer da gurunenn Yann
Linenn 11:
 
==Bugaleaj==
Eleanor a oa ur veleganez he daoulagad glas hag a denne d'he zad kenañ, <ref name=mcpe>''THE MAGNIFICENT CENTURY THE PAGEANT OF ENGLAND'', p.4~7</ref>{{,}}<ref name=wings>''Wings'', Literary Guild of America</ref>. Mervel a reas he zad pane oa nemet daou vloaz. Savet e voe gant he mamm-gozh [[Eleanora Akitania]] hag hec'h eontr [[Richarzh Kalon-Leon]].<ref name=pa>''Plantagenet ancestry: a study in colonial and medieval families'', by Douglas Richardson and Kimball G. Everingham, p.6</ref> Abalamour ma oa dindan evezh an [[Tiegezh Plantagenêt]] ne oa ket troet he mamm Konstanza, dugez Breizh goude marv he fried, da leiskel an dugelezh ganti.<ref>''DUCHESSES AND DEVILS: THE BRETON SUCCESSION CRISIS (1148–1189)'', Melissa Pollock</ref> .
 
He breur [[Arzhur Iañ (dug Breizh)|Arzhur]] an hini a oa pennhêr kurunenn Bro-Saoz, ha se zo kaoz e oa klask war-lerc'h ar briñsez da zimeziñ<ref name=mcpe/>.
 
E 1190 e c'hwitas Richard war e daol da zimeziñ e c'hoar yaouankañ [[Joan of England, Queen of Sicily|Joan]] da [[Saphadin]], breur da [[Saracen]] leader [[Saladin]], ha neuze e kinnigas Eleanor evel danvez-pried en he lec'h, met tro wenn a reas adarre, rak ne oa ket troet Saphadin da ggaout ur pried kristen.<ref name=abhw>[http://www.abitofhistory.net/html/rhw/e.htm A Bit of History WebSite]</ref>{{,}}<ref name=ae>''The Angevin Empire''</ref> E 1193,e voe prometet da [[Frederick I, Dug Aostria|Frederick]] mab da [[Leopold V, Dug Aostria]], ha kement-se a oa lod eus divizoù ar marc'had da zigraouiañ Richard a oa prisoniad gant an Impalaer. Met pa oa en hent da Aostria gant [[Baldwin of Bethune]] e varvas an dug, ha ne voe eured ebet,<ref name=pa/> ha distreiñ a reas d'ar gêr war urzh ar pab, e kompagnunezh he mamm-gozh, ar rouanez Eleanor.<ref name=mcpe/><ref name=ae/>
En hañvezh 1195 e voe kaoz d'he dimeziñ da [[Loeiz VIII|Loeiz]], mab d'azr roue gall [[Fulup an Aogust]] <!--was suggested for an alliance between Richard and Philip, but also failed. It is said that the Emperor opposed the marriage; and the failure was also a sign that Richard would replace Arthur with his only living brother, John. This soon led to a sudden deterioration between Richard and both Philip and Brittany.<ref name=mcpe/> In 1199 some thought Eleanor should be married to [[Odo III, Duke of Burgundy|Odo Duke of Burgundy]], but Philip ordered Odo not marry any female relatives of Richard.<ref name=gs>''Eleanor of Brittany and her Treatment by King John and Henry III'' by G. Seabourne</ref> -->
 
 
=== Prizoniet===
 
==== Gant Yann Dizouar====
Skrapet e voe Eleonora Breizh gant hec'h eontr Yann. N'ouzer nag ar penaoz nag ar pelec'h nag ar pegoulz <ref> J. Balteau (dir.), M. Barroux et M. Prévost, ''Dictionnaire de biographie française'', II</ref>. Embann a reas Yann bout tutor dezhi. Prizoniadez e chomo a-hed he buhez. Ar roue Richarzh a varvas en 1199. He mamm, an dugez Konstañs, a varvas en 1201. Arzhur, prizoniet gant Yann ivez, a voe lazhet sur a-walc'h war e urzh en miz Ebrel 1203<ref>Yann Brekilien, ''op. cit.'', p. 138. On n'est sûr de rien : ni de la date, ni du lieu, ni des circonstances, ni de l'implication de Jean.</ref>. N'eo nemet pemp bloaz goude e voe gouvezet e varv.
 
D'ar 6 a viz Kerzu 1203 e tec'has Yann eus Normandi hag e tilestras e Bro-Saoz gant e brizoniadez. En nevez-amzer 1204 e c'houlennas ar [[roue gall]], [[Fulup II an Aogust]], ma vije dieubet Eleonora Breizh. En 1208 e reas eskibien Breizh kemend-all. N'eo nemet e 1208 e voe anavezet marv Arzhur. Rankout a reas Eleonora embann e fizie he gwirioù war Breizh ha war [[kontelezh Richmond]] da Yann.
 
En 1214 e oa prizoniet Eleonora Breizh e Bro-C'hall, ma edo Yann o vrezeliñ, eus C'hwevrer da C'houhere, ken na voe trec'het en [[emgann La Roche-aux-Moines]]); neuze e tistroas da Vro-Saoz.
 
==== Gant Herri III ====
Pa varvas Yann Dizouar en 1216, e renas [[Herri III (Bro-Saoz)|Herri III]] war e lerc'h. Ha prizionadez e chomas Eleonora Breizh c'hoazh, e-pad 25 bloaz c'hoazh. Gouzout a reer e voe bac'het e [[Gloucester]], [[Marlborough]] ha [[Bristol (Bro-Saoz)|Bristol]], ma varvas d'an 10 a viz Eost 1241. Beziet e voe e kouent Ambresburg<ref>J. Balteau (rener), M. Barroux ha M. Prévost, ''op. cit.'', p. 7. Diazezet en 1177 da gemer lec'h ur manati beneadat, hennezh a oa ur manati evit paotred ha merc'hed, hervez skouer [[Abati Fontevraud]], hag a oa nepell diouzh [[Stonehenge]]. Un [[Eleonora Breizh (1275-1342)| Eleonora Breizh]] all a voe [[leanez]] eno, eus 1281 betek 1290. Distrujet e vo ar gouent en 1540.</ref> (Amesbury).
 
==He marv==