Bain-marie : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Displegadenn
D ortho, replaced: <ref → <ref, .<ref>{{fr}} Geriadur Le Robert.</ref> → <ref>{{fr}} Geriadur Le Robert.</ref>. using AWB
 
Linenn 2:
[[Restr:Bain-marie.jpg|thumb|upright=1.4|Ur ''bain-marie'' war an tan]]
[[Restr:Bain-marie.JPG|thumb|upright=1.4|''Bain-marie'' da boazhat chokolad]]
Ar '''''bain-marie''''' (distaget [bɛ̃ ma'ʁi] ; anv [[gallek]] ha [[saoznek]]), a dalvez kement ha "kibellad Maria", anvet ivez '''dourgib'''<ref>Chantal ha Yann-Baol an Noalleg, ''[[Geriadur ar Geginouriezh]]'', [[Preder]], [[2011]], p. 35 ; [[Martial Ménard]], ''[[Dictionnaire_françaisDictionnaire français-breton_breton (Martial_MénardMartial Ménard)|Dictionnaire français-breton]]'', [[Palantines]], [[2012]], p. 134</ref> ha '''poazhadenn''' <ref>[[Ivetig an Dred-Kervella|Soaz an Tieg]] & [[Jakez Konan]], ''Gerioù ar gegin'', An Amzer, 1981, p. 14</ref> e [[brezhoneg]], zo un doare da boazhat goustadik, gant ul lestr lakaet e-barzh dour tomm. un doare da virout traoù tomm eo ivez.
 
== Gerdarzh ==
Ent-resis, ur ''bain-marie'' zo ul lestr plat ha bas ma lakaer dour tomm a servij da dommañ ar boued a zo en ul lestr all. Dont a ra eus ''balneum Mariae'', "kibellad Maria" e [[latin]] ar [[Krennamzer|Grennamzer]].<br>
Marteze e teu an anv eus an doare c'hwek da dommañ ar boued, met ar Varia-se a vez lakaet kentoc'h da vezañ Mariam ar [[Yuzev]]ez, c'hoar [[Aaron (Bibl)|Aaron]] ha [[Moizez]] hervez an [[Testamant Kozh]] (Ermaeziadeg|Er. 15:20) ha diazezerez an [[alkimiezh]].<ref>{{fr}} Geriadur Le Robert.</ref>.
''Balne od Mary'' e veze e [[krennsaozneg]] e dibenn ar {{XVvet kantved}} a-raok treiñ d'ar galleg ''bain-marie'' end-eeun betek ar {{XVIIvet kantved}}<ref>{{en}} [https://www.etymonline.com/search?q=bain-marie&ref=searchbar_searchhint ''Online Etymology Dictionary'']</ref> ; ''bain-marie'' ha ''double boiler'' "kastelodenn doubl" a implijer hiziv.
 
== Meizad ==
Ar ''bain-marie'' zo un doare da dommañ goustad, dre dommañ dour goustad. An dour eo an hanterour. Lakaet e vez ar meuz da dommañ en un endalc'her bihan, hag an endalc'her bihan-se e-barzh unan bras leun a zour, ha hennezh eo a vez lakaet war an tan. Evel-se eo an dour a vez tommet da gentañ, en endalc'her bras, hag an dour pa vo tomm a dommo ar meuz a zo en endalc'her bihanoc'h, en un doare goustad, unvan.
 
Hollret eo e stokfe al lestr diabarzh (bihanoc'h) ouzh an dour, mod all ne dremeno ket an tommder eus an eil lestr d'egile. Dre implijout meur a zoare dourenn e lestr an traoñ (eoul, dourennoù sall, ''etc'') e labourer gant meur a [[gwrezverk|wrezverk. Arabat eo e virfe an dour avat, setu ez eo ret e vefe yenoc'h eget 100&nbsp;°C.
 
Teuziñ chokolad a reer gant ur ''bain-marie'', kuit da zeviñ ar chokolad.
 
== Istor ==