Tan-gwall bras Roazhon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Heuliadoù relijiel: esaouenn using AWB
D ortho, replaced: <ref → <ref (4) using AWB
Linenn 16:
Ne oa ket bet peurzevet ar gêr ; ar c'helenner-klasker [[Gauthier Aubert]] a veneg mil savadur distrujet, eizh mil a sinistreed hep mar<ref name="Histoire de Rennes p.97" />, da lâret eo 40% eus he gorread, ugent devezh arat eus ar re bobletañ ma veze kavet pinvidikañ annezadur.
 
Meneget e vez gantañ ivez e oa bet savet dre bres 248 barakenn war ar plasennoù, a-hed ar mogerioù-kreñv ha war an holl dachennoù prest da reiñ bod d'an dudigoù. Leanezed Urzh Gouel Maria-Lid o devoa o deskrivet bezañ « dister-kenañ an darn vrasañ anezhe, savet gant koad ha dizingal ar stumm anezhe »<ref name="Histoire de Rennes p.97" />. Hervez [[Xavier Ferrieu]] e chom meur a di war o sav c'hoazh e straed Gouel Maria-Lid <ref name="Ferrieu p.52" />.
 
Evitañ, ar c'hazetenner Michel de Mauny a renabl ar savadurioù pennañ aet da get : « ar [[befrez]], ostel penngomandant ar proviñs, plasenn an ti-kêr, ar Prezidial, ar Gambr torfederezh hag ar c'hoc'hu bras ». Sifrañ a ra e oa aet an holl gollioù da 8 854 877 a lurioù en holl, hep ankouaat ar paperioù losket e-barzh tier an dud a lezenn : leveoù-font ha teulioù ul lodenn vrasañ eus tiegezhioù Breizh<ref name="Mauny" />.
Linenn 29:
Gallout a rae kregiñ adsevel ar gêr neuze. Padet e oa bet eus [[1726]] betek [[1754]]<ref name="Chapalain-Nougaret">Diouzh Christine Chapalain-Nougaret, ''Misère et assistance dans le pays de Rennes au XVIII<sup>ème</sup>'', p. 31.</ref>. Ur porzh nevez a oa bet staliet a-eeun gant hini Sant-Erwan evit ma c'halljed degemer an danvezioù<ref name="Histoire de Rennes p.98">''Histoire de Rennes'', p. 98.</ref>.
 
Kaset e oa bet gant ar roue da Roazhon un ijinour milour, [[Isaac Robelin (mab)]] e anv, e karg eus ar mogerioù-kreñv. Hemañ ziwezhañ en devoa raktreset heñchañ ar [[Gwilen]] hag adsevel ar gêr (al lodenn enni na oa ket bet tizhet gant an tan-gwall e-barzh) gant maen, hervez un tres a-darzh hag en un doare arnevesoc'h. Dre ma oa bet kavet re ger hag uhelek ar raktres gant [[Toussaint Rallier du Baty]] kerkent hag aet da vaer e oa bet skarzhet ar paourkaezh Robelin <ref name="Histoire de Rennes p.99">''Histoire de Rennes'', p. 99.</ref>
 
Bet kaset neuze gant [[Loeiz XV (Bro-C'hall)]] an tisavour [[Jacques V Gabriel]] en devoa adkemeret tres Robelin en ur lakaat anezhañ e pleustr el lodenn distrujet nemetken<ref name="Histoire de Rennes p.99"/>. Kempennet e oa bet al lodenn er sav-heol eus plasenn [[Breujoù Breizh]] ivez, petra bennak ne oa ket bet tizhet gant ar flamm, evit ma kendognje gant stil ar blasenn roueel nevez. Houmañ ziwezhañ, awenet diouzh ar blasenn Vendôme, a oa he fal dezhi degemer delwenn [[Loeiz XIV (Bro-C'hall)]] war varc'h<ref name="Histoire de Rennes p.100">''Histoire de Rennes'', p. 100.</ref>. Krouet e oa bet ur blasenn vras all : plasenn an Ti-kêr a-vremañ, un delwenn eus Loeiz XV (Bro-C’hall) warni <ref name="Histoire de Rennes p.100" />. Kemeret o devoa an disavourien [[François-André Forestier de Villeneuve]] ha Hughet perzh er raktres ivez<ref name="Congrès267-268">''Congrès archéologique de France'', volume 141, Société française d'archéologie, A. Picard et fils, 1986, p. 267-268.</ref>{{,}}<ref>Claude Nières, ''La reconstruction d'une ville du XVIII<sup>ème</sup>'', Université de Haute Bretagne, Institut Armoricain de Recherches Historiques de Rennes, 1972, p. 68-69, 76.</ref>.
 
Padal, bep ma'z ae an adsevel war-raok ez ae war gresk an dizingalded etre gorre-kêr ha ranngêrioù 'zo (er su d'ar [[Gwilen]] hag er rakkêrioù, da skouer). Desachet e oa bet un toullad mat a gouerien dilabour da glask fred d'an degouezh-se, ar pezh na rae ket d'an dienez mont war gil, na tost. Kavet o devoa bod er c'hozh tier a oa bet savet evit ar sinistreed ha, gwashoc'h c'hoazh, seul vuioc'h a labourerien, seul izeloc'h ar goproù. Ne voe ket souezh da zen ebet stadañ e veze o kreskiñ ingal an torfederezh er ranngêrioù kozh en-dro da greiz-kêr nevez-flamm <ref name="Chapalain-Nougaret" />.
{{clr|right}}